Eleno de Céspedes
Elena de Céspedes a oa ur surjianez spagnol eus ar XVIvet kantved hag a lavaras bezañ ur gwaz.
Ganet e oa en Alhama de Granada. Hiron e oa, merc'h d'ur sklavez du ha d'he ferc'henn. Adalek ma voe ganet e veze gwelet evel ur plac'h, hag evel-se a-hed he yaouankiz. Brazezet e voe, gwilioudiñ a reas, emezi. Adal neuze, hervezi, e kemmas he c'horf, betek kaout kalc'h. Neuze e vevas evel ur gwaz, e vevas gant ur vaouez, hag e teuas da vout surjian.
E 1586, evit sevel gouel an arvar ha reiñ da Eleno de Céspedes an aotre da zimeziñ d'ur vaouez e c'houlennas Neroni, vikel Madrid, un enselladenn gorfel a voe graet gant ar medisin brudet Francisco Díaz de Alcalá, medisin ha surjian ar roue Felipe II, a savas ar c'hentañ skrid-arnod a droazhouriezh. Hag eñ da embann e oa Eleno ur gwaz.
Ur bloaz e vevas Eleno e Yepes, evel pried María del Caño, o labourat evel surjian eno hag en trowardroioù.
Ken iskis e voe kavet ar c'hemm ma voe diskuliet d'ar Gouarnour e Mezheven 1587.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marie-Catherine Barbazza, Un caso de subversión social: el proceso de Elena de Céspedes (1587-1589)