Mont d’an endalc’had

Elektrokardiografiezh

Eus Wikipedia
EKG ur paotr 26 bloaz.
Skeudenn o tiskouez un den staget dek elektrodenn ouzh e groc'hen

Elektrokardiografiezh (ECG pe EKG) a zo enrolladur ur skeudennadur grafikel eus aktivelezh elektrek ar galon diouzh an amzer dre elektrodennoù staget ouzh ar c'hroc'hen. Dont a ra elektrografiezh deus ar gresianeg elektro, kardio evit kalon, ha graf evit "skrivañ".

Elektrokardiogram a zo ar skrivadur (war ar paper pe ar skramm) eus an aktivelezh-mañ. Elektrokardiograf a zo ar beñveg hag a enroll.

An elektrokardiografiezh a ziskouez ur skeudennadur eus aktivelezh elektrek ar galon ; graet 'vez buan, hep poan na dañjer. Ma 'z eus moaien da bep hini da gompren an elektrokardiogramoù, n'eus nemet ar vedisined hag a c'hell interpretiñ an disoc'hoù ha lakaat war-wel kudenn-mañ-kudenn enne.

Aktivelezh ar galon hag a c'han diwarni he stegnadennoù a c'hell bezañ enrollet gant elektrodennoù lec'hiet e lodennoù disheñvel eus ar c'horf ; diskouez a ra an diforc'hioù voltadur etre div elektrodenn diwar aktivelezh kigenn ar galon, ar miokard. Anavezet eo abaoe labourioù Carlo Matteucci e 1842.

Mont-en-dro periodek ar galon a vez diskouezet splann ouzh an elektrokardiogram ha diwar-se e teu aes da dermeniñ ur c'helc'hiad kalon hag e badelezh (ar beriodenn muzuliet e eilennoù) hag a zo tro-dro d'un eilenn. En ur rannañ 60 eilenn gant ar beriodenn-mañ e kaver (ar frekañs :) an niver a gelc'hiadoù a zo en ur vinutenn, an talm kalon (muzuliet e stegnadenn dre vinutenn) eo. Kemmañ a ra an talm kalon diouzh an hinienn, an oad, ar strivoù graet hag ar gourdonerezh a c'hell bezañ gant an den.