Elái

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Elai)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An Elái e Llanbedr-y-fro.

An Elái (Ely e saozneg) zo ur stêr e kreisteiz Kembre. Eieniñ a ra nepell diouzh Tonypandy, redek war-du ar gevred ha tremen dre Tonyrefail, Ynysmaerdy, ha Llantrisant. Ar stêr Clun a gember enni e Pontyclun. Goude e kendalc'h war-du ar gevred ha tremen a ra dre Veisgyn ha treuziñ maezioù a-raok treiñ etrezek ar c'hreisteiz e-kichen Llanbedr-y-fro. Alese e red etre Sain Ffagan ha Llanfihangel-ar-Elái, a-raok erruout e Kontelezh Kerdiz dre ar fabourzhioù Pentrebane, Caerau, Trelái, ha treiñ adarre war-du ar gevred da vont da aberiñ e Bae Kerdiz, e-kichen Marina Penarth.

An Elái e Kerdiz.


War varc'h-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog oar da aozañ ur roudenn a-hed ar stêr evit ar varc'hhouarnerien.