Mont d’an endalc’had

Ela

Eus Wikipedia
Ela e "Promptuarii Iconum Insigniorum" Guillaume Rouillé

Hervez an Tanac'h e voe Ela ( (hebraeg: אֵלָה‎ ’Êlāh; gresianeg: Ἠλά; latin: Ela), roue Israel e-pad daou vloaz (886 KJK-885 KJK) war-lerc'h e dad Baasha.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned (1R 15, 8-10) :

« Er bloaz c'hwec'h warn-ugent eus Asa, roue Yehouda, e renas Ela, mab Baasha, war Israel, e Tirsa, evit daou vloaz. Hag ec'h iriennas enep dezhañ e servijer Zimri, mestr war an hanter eus ar c'hirri. Edo e Tirsa oc'h evañ, mezv, e ti Arsa, a oa e penn tiegezh Tirsa, pan erruas Zimri, a roas dezhañ taol ar marv, er bloaz seizh warn-ugent eus Asa, roue Yehouda ; hag e renas war e lerc'h. »[1]


Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 154