El Hierro
Neuz
El Hierro
| Rann eus | Canary Islands |
|---|---|
| Anv er yezh orin | El Hierro |
| Stad | Spagn |
| E tiriad | Proviñs Santa Cruz de Tenerife |
| Gwerzhid-eur | UTC±00:00 |
| Lec'h | Meurvor Atlantel |
| War ribl | Meurvor Atlantel |
| Lec'hiadur | Canary Islands |
| Daveennoù douaroniel | 27°45′0″N 18°0′0″W |
| Poent uhelañ | Pico de Malpaso |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.elhierro.es/ |
| Deskrivet en URL | http://bibliotecavirtualdefensa.es/BVMDefensa/planos_segovia/es/consulta_aut/registro.do?id=340336 |
| Category for the view of the item | Category:Views of El Hierro |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of El Hierro |

El Hierro zo un enezenn er Meurvor Atlantel, e kornôg enezeg Kanariez, e proviñs Santa Cruz de Tenerife[1]. Valverde eo ar gêr-benn anezhi.
Ur menez-tan e oa, krennet e aodoù da reiñ stumm un tric'horn d'an enez. Etre an 10 a viz Here 2011 hag ar 5 a viz Meurzh 2012 e voe dislonket lava er mor e mervent an enez.
El Hierro a oa enni 10 587 a dud o chom e 2015. Ar seizhvet brasañ eus an inizi eo, da lavarout eo an hini vihanañ, gant he 268,71 km², hag ar seizhvet pobletañ.
Enez El Hierro a vez graet Isla del Meridiano anezhi ivez.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir c'humun zo en enez : La Frontera, El Pinar ha Valverde.