El Cobre (Kuba)
Neuz
Ur pennad El Cobre zo ivez.
El Cobre zo ur gêr e reter Enez Kuba, e menezioù ar Sierra Maestra, e proviñs Santiago de Cuba, er gwalarn da gêr Santiago de Cuba en-eeun, savet en-dro da vengleuzioù kouevr. Hiriv eo brudet dreist-holl abalamour d'ar santual katolik d'ar Werc'hez Vari, anvet er vro Nuestra Señora de la Caridad del Cobre.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trevadenniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kresket eo kêr en-dro d'ur vengleuz ma voe kavet kouevr e 1532 gant ar Spagnoled a oa o klask aour. E 1670 e voe tennet ar vengleuz digant ar perc'henn gant Kurunenn Spagn abalamour ma ne rae ket war he zro ken. ha setu penaos e teuas 270 sklav da vezañ perc'henniezh roue Spagn.
Santez vroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1916 eo deuet Gwerc'hez, El Cobre da vezañ santez vroadel Kuba hervez ur builh digant ar pab.