El Bouleida
Neuz

El Bouleida (en arabeg: البليدة al-Bulayda), anavezet alies en Europa gant ar stumm Blida, a zo ur gêr ag Aljeria. Pennlec'h wilaya El Bouleida eo. Emañ e-kichen an aod just er su d'ar gêr-benn, Aljer, war-dro hanter-hent etre Konstantin er c'hreisteiz hag Oran er c'hornôg. War-dro 182 000 a dud a oa o chom enni e 2012. Emañ Blida war an hent-houarn pennañ a dreuz norzh Aljeria. Hentoù a liamm anezhi ouzh Aljer , Oran ha Konstantin, ha gant Sahara aljerian er su.