Mont d’an endalc’had

Ekosferenn

Eus Wikipedia

Talvezout a ra an ekosferenn kement ha ur sistem naturel lec'h zo tri live oc'h ober an eil war egile : an danvez, an energiezh, hag ar boudoù bev. Forjet eo bet ar gomz gant an ekologour amerikan Lamont Cole.

Hervez Robert Berbault eo gwell gant ekologourien 'zo implijañ "ekosferenn" e-lec'h implijañ "biosferenn". Da-neuze e vefe an ekosferenn an teskad formet gant ar viosferenn, he substrat geologel ha pedagogel (al litosferenn), hag an atmosferenn.