Ein Blusten : Kevra en mission

Eus Wikipedia

Ein Blusten : Kevra en mission zo ur romant skiant-faltazi gallek gant J.M. Lykkès embannet dindan stumm niverel d'an 29 a viz Eost 2019 ha dindan stumm paper d'an 21 a viz Here 2019[1]. Ar golo a zo bet treset gant Mathieu Seddas[2]. E miz Mae 2020 eo bet embannet war ar rouedaoù sokial e oa echuet rakskrid an eil romant Ein Blusten[3].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ein Blusten zo ezel eus ar C'hevras, ur strollad enklaskerien gant dreistgwirioù. Fiziet e vez enni ar gefridi da adkavout Oami, merc'h patron an S.A.H.A hag a zo steuziet. Ein a glask ar plac'h harpet gant Ejoa, un IA fentus. Netra na den na viro outi da vont etrezek ar pal.

Tro-dro d'ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Awenet eo bet an dudenn Ein Blusten gant Motoko Kusanagi (Ghost in the Shell), |Gally (Gunnm) ha Naomi Armitage (Armitage).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]