Eilean Donan
Neuz
Eilean Donan, a zo Eilean Donnain e gouezeleg, zo un enezenn e Bro-Skos e kember teir loc'h, Loch Duich, Loch Long ha Loch Alsh, en Uheldirioù Skos, nepell diouzh kêriadenn Dornie.
Ur c'hastell zo warni, hag ur pont da vont dezhañ.
Dont a ra an anv eus hini sant Donan (Donnán of Eigg), bet merzheriet e 617 en enez Eige. Savet en dije un iliz en enez, hogen n'eus bet kavet roud ebet anezhi.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hastell gwelet eus ar c'hreisteiz | |
Ar c'hastell gwelet eus ar c'hornôg | Ar c'hastell gwelet eus ar pont |
E diabarzh ar c'hastell | Biniaouer war lez al loc'h dirak ar c'hastell |