Eil emgann ar Piave
| Rann eus | Brezel-bed kentañ |
|---|---|
| Stad | Italia |
| Lec'h | Piave |
| Daveennoù douaroniel | 45°49′50″N 12°12′34″E |
| Deiziad | 23 Mez 1918 |
| Deiziad kregiñ | 15 Mez 1918 |
| Deiziad echuiñ | 25 Mez 1918 |

Eil emgann ar Piave zo un emgann bet stourmet etre ar 15 hag an 23 a viz Even 1918 en Italia etre arme Aostria-Hungaria ha hini Rouantelezh Italia (Regio Esercito). Un trec'h e oa bet evit Lu Italia. An emgann a oa bet un taol fall evit Aostria-Hungaria ha neuze gant ar Galloudoù Kreiz, met ne oa ket bet gwelet evel-se gant an Italianed d'ar mare-se. Erich Ludendorff, en ur glevet ar c'heloù en dije embannet en devoa bet 'ar santimant da goll evit ar wech kentañ'. Ar gwir a oa gantañ rak gant an amzer o redek e oa deuet anat e oa bet an emgann drastus-se penn-kentañ ar fin evit an Impalaeriezh Aostrian-hungariat. Anvet eo bet "battaglia del solstizio" gant ar barzh faskour Gabriele D'Annunzio. E-tro 118 000 den a oa bet kollet gant Aostria-hungaria, 87 181 gant Italia.