Edvard Eriksen
Neuz
Edvard Johannes Eriksen (10 a viz Meurzh 1876 e Kopenhagen - 12 a viz Gouere 1959) a or ur c'hizeller islandat ha danat, brudet evel kizeller Ar vorganez vihan (1913).
E 1902 e tiskouezas e oberennoù e Charlottenborg e 1902 hag e 1908 e voe lakaet da gelenner a enor en Akademiezh Carrara (Italia) e 1908.
Ouzhpenn Ar vorganez vihan e kizellas teir delwenn laouer marmor Christian IX Danmark ha Louise von Hessen-Kassel en iliz-veur Roskilde. Etre 1914 ha 1917 e padas al labour-se.
Talbennoù norzh ha su Ny Carlsberg Glyptotek a voe kinklet gantañ ivez, gant arouezioù krag kizellet.
E 1930 e labouras evel renevezer e mirdi Thorvaldsen ha degemeret e voe en urzh Dannebrog.