Eduardo Antunes Coimbra

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Edu

Eduardo Antunes Coimbra (pell anavezetoc'h evel Edu pe Edu Coimbra), bet ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1947 e Rio de Janeiro (Brazil), a zo bet ur melldroader brazilian, aet da c'hourdoner goude e amzer c'hoarier.

Breur eo da zaou velldroader brudet all : Antunes ha Zico. Eontr eo da dThiago Coimbra hag eñ melldroader diouzh e vicher ivez.

Tremen a reas an darn vrasañ eus e vicher en America (ur c'hleub e Rio de Janeiro). Eus 1966 da 1974 e c'hoarias ouzhpenn pevar c'hant krogad evel kreizer argader eno, o verkañ daou c'hant daouzek pal !