Edmund Blair Leighton
Neuz
Edmund Blair Leighton (21 a viz Gwengolo 1853 e Londrez – 1añ a viz Gwengolo 1922 e Londrez) a oa ul livour breizhveuriat ezel eus al luskad rakrafaelour. Lod brasañ e oberennoù a zo diwar-benn ar Grennamzer, hag e-touez ar re vrudetañ emañ "The Accolade" (An adoubañ) ha "God Speed" (Ra vi gwarezet gant Doue).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab al livour Charles Blair Leighton e oa. Goude bezañ bet o studiañ er skol-veur, ez eas da Royal Academy, ma tiskouezas e livadurioù etre 1878 ha1880. Prizioù a resevas gant e oberennoù "Witness My Act and Seal" hag "A Flaw in the Title". Goude-se e voe diskouezet e oberennoù e Burlington House. E Londrez edo o chom, hag eno e varvas d'an oad a 68 vloaz.
Diskouezva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Abelard hag e skoliadez Heloiza
-
Olivia
-
-
Galv da gemer an Armoù
-
Dlead
-
Kuit
-
Ar roue hag ar glaskerez-vara
-
Ken d'ar marv hon dispartiañ
-
Stitching the Standard
-
Koantenn eus ar Grennamzer
-
Sinañ ar marilh, gant Edmund Blair Leighton