Ebel Elektrik

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un triad blues-rock psikedelek ha brezhonek eo Ebel Elektrik. Krouet eo bet e miz Kerzu 2016 gant Florian Ebel, kaner ha gitarour, Basile Tuauden a son ar gitar boud ha Germain Velut a son an taboulinoù. Awenet eo ar strollad gant sonerezh ar bloavezhioù 1960-1970, gant sonerion pe strolladoù evel Rory Gallagher, Wishbone Ash, Led Zeppelin, Pink Floyd pe Soft Machine da skouer.

Aet eo an eil plas gante er SUNS Europa (doare Eurovision ar yezhoù minorel) e Bro Italia e miz Kerzu 2017 m'o doa sonet evit Breizh hag evit ar brezhoneg.

Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Florian Ebel ar c'haner a oa krog da zeskiñ brezhoneg pa oa 17 vloaz. En deiz a hiziv ez eo e Master II war ar Brezhoneg e skol-veur Roazhon II. Ar strollad Ebel Elektrik a zo bet krouet e dibenn ar bloavezh 2016, gant ar soñj diskouez ne gav ar brezhoneg skoilh ebet er sonerezh a-vremañ, er blues-rock pergen.[1] [2]

Ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Florian, eus an Oriant, gitar ha kan
  • Germain, eus Roazhon, taboulinoù
  • Basile, eus Sant-Brieg, gitar boud[3]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]