Boutaneg (dzongkha)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dzongkha)

Ur yezh tibetek eo ar boutaneg (boutaneg: dzongkha (རྫོང་ཁ) diwar yezh (kha, ཁ་) dzong (རྫོང་), anv ur manac'hti), komzet gant tro-dro da 133.000 den en holl e Boutan (130.000) hag India (3.000).

Yezh vroadel Rouantelezh Boutan an hini eo.

Ken tost eo ar boutaneg d'an tibeteg m'emañ ar spagnoleg d'an italianeg, da lâret eo daoust ma ma teuon o-daou diwar an hevelep kent-yezh voutin ez int deuet ken disheñvel an eil diouzh egile ma ne deu ket a-benn an dud barrek war an eil da gompren tud o komz en egile.

Peurliesañ e vez skrivet ar boutaneg gant un doare skritur tibetek ispisial anvet skritur djoyek (mgyogs yig) pe skritur djochoumek (mgyogs tshugs ma).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]