Dugong
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Sirenia | ||
Kerentiad : | Dugongidae | ||
Genad : | Dugong | ||
Anv skiantel | |||
Dugong dugon Müller, 1776 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An dugong (Dugong dugon) a zo ur bronneg mor. Er memes urzhiad hag an ejen-mor emañ.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 2,50 ha 4 metr eo hirder e gorf, hep diforc'h ebet etre par ha parez. Etre 250 ha 900 kg eo e bouez.
E groc'hen zo tev, flour ha gwenn-koaven pa vez ganet. War deñvalaat ec'h a gant an oad. Aet eo e izili a-raok da balvezennoù 40 cm a hirder. Servijout a reont d'ar re yaouank da vont war-raok pa vez implijet gant al loened deuet da sturiañ hag o lost da boulzañ.
O lapenn grec'h a c'holo o genoù troet ouzh an traoñ. Implijout a reont an 10 dant bennak a zo en o beg evit kregiñ er plant hag o muzell grec'h evit diwriziennañ anezho.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus prantad ispisial ebet e-korf ar bloaz evit ar gouennañ. Padout a rafe an dougen war-dro bloaz hag ur menn nemetañ (1 metrad hir ha 30 kg a bouez) a vez ganet e dourioù bas. Kerkent ha ganet e neuñv an hini bihan betek gorre an dour da analiñ.
An dugonged a chom gant o mamm e-pad bloaz ha tizhet e vez o oad gour da 9 pe 10 vloaz.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Geotdebrer eo an dugonged hag en em vagañ a reont diwar plant, dindan an dour. Hejañ a reont o fenn a-raok lonkañ anezho evit skarzhañ kuit ar gouelezennoù diwarno.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Preizhata
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chaseet e vez an dugonged gant an dud evit o c'hig. Priziet e vez ivez o eskern hag o dent hag a zo evel olifant, hag o c'hroc'hen.