Dragonair

Eus Wikipedia
Niverenn: 148 Patrom: Aerouant/Nij Stad gourdad: Dratini (Live 30) Stad deveret: Dragonite (live 55)

Dragonair a zo anavezet evel ar pokemon aerouant, emdroadur dratini eo. Hir kenañ eo abalamour d'e lost ; gellout a ra ober betek 13 metrad a hirder. Ur c'horn evel an unkorneg zo war e benn, hag ur seurt voullenn vras dindan e goug (ne vez ket ar voullenn-se nag gant e stadeveret nag gant e stadgourdad). E groc'hen a zo leuniet a skantennoù e safir, nemet war e dor hag a vez gwenn sklaer. Kas a ra tro dro dezhañ ur gelc'hienn madelezus, hag a c'hell bezañ santet gant mab-den. Alies ez eo bet gwelet ar pokemon-se o nijal en oabl daoust d'ar fed ma n'eus nemet askellioù bihan, staget ouzh e benn. Implijout a ra un doare skañvidigezh a-benn chom en oabl. A-drugarez d'an energiezh vras hag a zo gantañ, ez eo eñ barrek da zispakañ an energiezh-se ha neuze cheñch an amzer. E voullenn a c'hell ivez bezañ implijet evel mammenn gouloù.

Er skinwel, gwelet eo bet dragonair ar wech kentañ en degouezh "Mojenn Dratini" ("The Legend of dratini"), evel un dratini hag a emdro e fin an degouezh. Ar c'hampion Clair en deus un dratini hag a emdroo da-heul e dragonair.