Mont d’an endalc’had

Drachenfels

Eus Wikipedia
An Drachenfels, war lez ar Roen

An Drachenfels ("roc'h an aerouant" en alamaneg) zo un dorgenn en Alamagn, war lez ar Roen. Emañ e tolead ar Siebengebirge, e-kichen Bonn ha 321 metr eo e uhelder. Ur menez-tan kozh eo an Drachenfels.

Hervez ar vojenn eo eno e voe Siegfried, haroz an Nibelungenlied, o lazhañ un aerouant a oa o vevañ en ur vougev en dorgenn, hag o kouronkañ goude e gwad an aerouant-se ha dont da vezañ dic'hloazus. Alese e teufe an anv Drachenfels, "roc'h an aerouant".

En XIXvet kantved e teuas an Drachenfels da vezañ ul lec'h darempredet gant ar romantourien alaman. Hag hiziv c'hoazh e teu ur bern touristed da welet al lec'h ha da gaout alese ur gwel kaer war ar Roen hag ar vro tro-war-dro. Abaoe 1883 ez eus un tren bihan da vont betek lein an dorgenn.

Ur c'hastell, er c'hiz nevezc'hotek, anvet kastell Drachenburg, a voe savet ouzh tor an Drachenfels e 1882.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.