Dot Allison

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dot Allison
Anv Dorothy Elliot Allison
Ganet 17 a viz Eost 1969
Dinedin
Bloavezhioù oberiant 1991-bremañ
Lec'hienn ofisiel http://www.dotallison.co.uk/

Endro One Dove, Death in Vegas, Pete Doherty, Massive Attack

Dot Allison (bet ganet Dorothy Elliot Allison d'ar 17 a viz Eost 1969 e Dinedin[1]) a zo ur ganerez hag ur sonazourez skosat. Lavaret e vez ez eo sonerezh "trip-pop" a vez graet ganti. En he sonerezh e klever levezon sonerezh elektronek Breizh-Veur dibenn ar bloavezhioù 1980 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990.

Ouzhpenn an oberennoù he deus savet hec'h-unan he deus kenlabouret Death in Vegas, Hal David, Arab Strap, Scottish dance duo Slam, Kevin Shields, Pete Doherty / Babyshambles, Gary Mounfield ha Massive Attack.

Allison a lakaas embann he fladenn gentañ, Afterglow he zitl, e 1999 ha dre vras e voe degemeret mat gant ar vurutellerien. Ur bladenn eni sonerezh pop e oa, hag e 2002 e lakaas embann ur bladenn sonerezh elektropnek ha house anvet We Are Science. E 2007 e lakaas embann Exaltation of Larks, ur bladenn sonerezh folk ha psikedelek. Pa son war al leurenn e kaver ganti sonerien eus The Fall, Two Lone Swordsmen, Tindersticks, Death in Vegas, Massive Attack ha Tokyo Windbag.

Room Seven And A Half a zeuas er-maez e miz Gwengolo 2009. Er bladenn-se e kan gant Pete Doherty ha Paul Weller.

Kanet he deus an ton "Without Discord", a zo bet implijet da sonerezh ar stirad skinwel Henry 8th: The Mind of a Tyrant, skrivet gant Philip Sheppard skignet gant Channel 4.

Hec'h oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar strollad One Dove[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hec'h-unan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Afterglow (1999)
  • We Are Science (2002) produet gant Dot Allison, Keith Tenniswood ha Dave Fridman
  • Acoustic (2003). 200 skouerenn nemetken, roet e-pad sonadegoù Massive Attack e 2003.[2]
  • Beneath the Ivy (2006), EP 3 c'hanaouenn produet gant Tim Simenon
  • Exaltation of Larks (2007) produet gant Kramer
  • Room 7½ (2009) – produet gant Rob Ellis haDot Allison.
  • Collaborations (TBC), kendastumad

Pladennoù bihan (singles)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Tomorrow Never Comes" / "I Wanna Feel The Chill" (1999)
  • "Mo' Pop" (1999)
  • "Colour Me" (1999)
  • "Message Personnel" (1999)
  • "Close Your Eyes" (1999)
  • "Substance" (2002)
  • "Strung Out" (2002)
  • "Thief of Me" (2007)

Kenlabour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Diving Horses" gant Death in Vegas, er bladenn Scorpio Rising (2002)
  • "Dirge" featuring Dot – gant Death in Vegas, er bladenn The Contino Sessions, (1999)
  • "Visions" gant Slam, er bladenn Alien Radio, (2002)
  • "Kill The Pain" gant Slam, er bladenn Year Zero, (2005)
  • "We Medicate" Written with Slam, er bladenn Human Response, (2007)
  • "Sell Me Back My Soul" gant King of Woolworths, pladenn Illustration Musicale
  • "Aftersun" gant Massive Attack, sonerezh ar film Unleashed (pe Danny The Dog
  • "I Wanna Break Your Heart" savet asambles gant Pete Doherty
  • "Sheepskin Tearaway" savet asambles gant Pete Doherty
  • "Portrait Of The Sun" savet asambles gant Pete Doherty
  • "Heaven Under Siege" savet asambles gant Pete Doherty
  • "Love's Got Me Crazy" savet asambles gant Paul Weller

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]