Mont d’an endalc’had

Dorothea Viehmann

Eus Wikipedia
Dorothea Viehmann, poltredet gant Ludwig Emil Grimm, ur breur d'an daou baotr Grimm.

Katharina Dorothea Pierson, anavezet evel Dorothea Viehmann (1755–1815), ganet e Rengershausen en Alamagn, zo ur venajerez ha konterez alamanek a gontas kalz koñchennoù d'ar Vreudeur Grimm. An darn vrasañ eus he c'hontadennoù eo a gaver en eil levrenn an daou vreur.

He zad a oa tavarnour e Rengershausen. He zud-kozh a oa Ugunoded a oa divroet da Alamagn dre ma oant heskinet e Bro-C'hall. Aet e oant da chom da g- Kassel (Hessen) goude diskaret ar gwirioù anavezet en Embann Naoned.

E 1777 e timezas Dorothea Pierson d'ar c'hemener Nikolaus Viehmann a varvas e 1787. Goude marvet he fried diganti e vevas gant he seizh bugel diwar gwerzhañ legumaj he liorzh er marc'had.

Kalz eus he c'hontadennoù o deus un doare gallek, moarvat abalamour d'hec'h orin gall. Dre ma kreske ar plac'hig a oa anezhi e klevas kalz istorioù gant an dud a deue da di he zad; an darn vrasañ anezho, a greder, un daou-ugent da vihanañ, a zibunas d'ar vreudeur Grimm goude graet anaoudegezh ganto e 1813 .


Tavarn he zad a c'haller gwelout c'hoazh e Baunatal-Rengershausen.