Doncaster (Yorkshire)
Neuz
Doncaster zo ur gêr eus Su Yorkshire, e Bro-Saoz. Asambles gant he bannlevioù hag ar c'hêriadennoù tro-war-dro ez a d'ober Distrig Doncaster, hag a oa poblet gant war-dro 306 000 den e 2016. E kêr Doncaster hec'h-unan ez eus 189 805 den o chom. Betek 1974 e oa Doncaster e West Riding of Yorkshire. Emañ er biz da gêr Sheffield, ma'z eus un aerborzh etrebroadel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kresket eo Doncaster el lec'h ma oa ur c'hreñvlec'h roman anvet Danum, savet er Iañ kantved war lez ar stêr Don.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E skridoù latin e kaver meneg eus kreñvlec'h Danum :
- Itinerarium Antonini 4755 (Iter V) : Dano
- Itinerarium Antonini 4788 (Iter VIII) : Dano / Ano
- Notitia Dignitatum XL5 (skeudenn) : Dano
- Notitia Dignitatum XL20 (testenn) : Praefectus equitum Crispianorum, Dano
Moarvat eo kar an anv-se da anv ar stêr *Danu(n) (Don)[1].
Diwezhatoc'h ez eas an anv-se da Cair Daun ha goude-se da Don-caster :
- Danum 4 IA; Cair Daun c 800 (Historia Britonum Nennius) ; Doneceastre 1002 Wills, Donecastre DB, Dunecast' 1130 P[2]
Levrioù talvoudus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John Morris : Nennius. British History and the Welsh Annals. Phillimore & Co. Ltd. 1980
- A.D Mills : Oxford Dictionary of Brirish Place-Names. Oxford University Press. 1981 - 2003.