Mont d’an endalc’had

Dofus

Eus Wikipedia

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Dofus a zo ur c'hoari war internet. C'hoariet eo kentoc'h gant ar re yaouank met kavet e vez ivez tud a bep seurt (war dro c'hwec'h milion a zud a zo er c'hoari). Ur bed e 2d eo. Krouet eo bet gant "Ankama games" un embregerezh gall, bet lakaet er gouloù ar c'hentañ a viz Gwere 2004 e Frañs. A drugarez de trec'hadenn ez eo bet krouet kalz a produioù a dro tro-dro da ved Dofus (levrioù manga, delwennigoù...)

Penaos e vez c'hoartiet ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn kentañ eo ret choaz un den etre 12 den (cra, Ecaflip Eniripsa, Enutrof, Féca, Iop, Osamodas, Pandawa, Sacrieur, Sadida, Sram, Xélor). Pep den en deus teknikoù disheñvel da c'hoari. Tu zo cheñch dilhad an den evit ma ne vefe ket an holl heñvel. Goude se eo prest da c'hoari, kroget e vez gant ul live da 1. Evit tremen un live eo ret lazhañ erevent, ur bern erevent a zo (live disheñvel, kreñvder disheñvel …). Muioc'h mui e pign live muioc'h mui eo diaes pignat a live, tu zo mont betek al live 200. Pa vez pignet ul live e vez gounezet dek poent buhez ha gounezet ur poent sor. Ur sor a servij evit pignat un takadenn (ur poent sor evit pignat eus 1, 2 boent sort evit an eil … betek 6). C'hoariet e vez gant ar c'hlaouier hag al logodenn. Gallout a reer komz gant an tud a zo er c'hoari a drugarez d'ar c'hlaouier.

Mont donoc'h er c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit moned pelloc'h ez eo ret pignat buan a liveoù evit bezañ ar gwellañ. Evit dont a benn eo ret kemer armoù evit ober poan dañs hini-all ha neuze pignat liveoù. Met ret eo paeañ evit en ober, paeet e vez gant kamas, gounezet e vez kamas en ur lazhañ erevent pe en ur ober micherioù. Bez ez eus armoù evit liveoù disheñvel, n'eo ket posupl kemer armoù lvl 150 ma eo an den 120. Tu zo ober ivez PVP (den a enep den)met ne vez gounezet netra. Evit pignat al liveoù eo ret ober PVM (den a enep aerouant). Kroget e vez gant 50 poent buhez 7 PA (poent evit ober takadennoù) 3 PM (evit bale).

Ar c’hrogad a vez c’hoariet dro a dro war kartennoù. Tu zo d’an den fiv gant ar PM hag evit tagan ez eus ar PA. Ar c’hrogadoù a vez graet kentoc’h e unan met tu zo da vezañ muioc’h. Pa vez echu ar c’hoad ez eus tu bale evel on eus c’hoant er c’hoari.

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Archeriou int .C'hoari a reont eus pell met n'int ket barrek dorn a dorn.C'hoari a reont gant ar gwareg (+40% digoll)

Tudennoù graet evit ar re a plij dezho c'hoari gant chañs. Da lâret eo e c'hell ober kalz a poan met ivez nebeudig. C'hoari a reont gant ar c'hleze (+40% digoll).

Un dudenn hag a bare an dud eus e strollad hag-eñ ivez. Tu zo ivez dezho ouzhpennañ PA dezho. Barrek int kentoc'h e dorn ha dorn. C'hoari a reont kentoc'h gant ur vazh (+40% digoll).

Un dudenn graet kentoc’h evit gounez armoù pe arc’han, C’hoari a reont en ur tennan PA hag PM d’an enebourien. O armoù gwellañ eo ar bal pelle (+40% de digolloù).

C’hoari a reont gant harnez a bep seurt evit koll nebeutoc’h a vuhez a-enep an erevent pe a enep tudennoù all. Anavezet in evit bezañ ar gwellañ tudenn a-enep an erevent. O armoù gwellañ a zo ur vazh (+40% digoll).

Tudenn hag a c’hoari dorn ha dorn, barrek int pa int e-kichen an enebourien. Ar pezh a zo ivez ur poent fall dezho. An arm gwellañ evito a zo ar c’hleze (+40% digoll)

Tudennoù hag a c’hell degas erevent evit lazhan ar re all en o flas. Met n’in ket barrek e dorn ha dorn. Ar morzhol a zo o arm gwellañ (+40% digoll)

An dudenn diaesañ eo evit c’hoari peogwir eo ret dispign ur bern arc’hant evit e vefe barrek, un tammig ur meskaj eus an holl dudennoù all eo.

Un dudenn a bouez pa vez c’hoariet e strolladoù. Ar Sacrieur a zo graet evit ma zafe an holl erevent warnañ, hag ar re all eus skipailh ar sacrieur a lazh an erevent. Ur sacrieur en deus 2 wech muioc’h a vuhez eget ar re all. Barrek eo ivez e PVP.

Tudennoù hag a c’hell degas poupinell evit hegasiñ an enebourien. O armoù a zo ar vazh (+40% digoll)

Tudennoù hag a teu da vezan diwelus e pad ur c’hrogad, lak a ra ivez toulloù-trap a vez gwelet nemet gantan. O armoù gwellañ a zo an (+40% digoll)

Un dudenn hag a c’hell tennan kalz a PA d’an enebourien hag ouzhpennañ dezhañ. An arm gwellañ a zo ar morzhol (+40% digoll)

Ar bed a zo dispartiet e 3 lodenn : ael (askell gwenn), démon (askell ruz) hag neptu. Da laret eo ez eus ar brezel etre an ael hag an démon. Tu zo ober un emgann a-enep un ael hep goulenn an aotre digantañ, hag an hini en deus kollet a za en toull bar e pad 3 munut. Ne c’hell ket un ael jahinañ un ael. Memestra evit an démon. Muioc’h mui e vez gounezet a jahinin neuze e teu an askell da vezan brasoc’h brasañ. Ar PVM eo tudennoù a-enep erevent, pa vez gounezet ur c'hrogad e vez gounezet poentoù evit tremen al liveoù. Tu zo bezan kalzig a dud en ur c'hrogad.

ar Micherioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a ra an dud ober micherioù : mengleuzier, peizant, pesketaer, gov, kizeller, kemener, bizeier, baraer, kiger... Pep micher a zo disheñvel, gant lod e vez gounezet argant, gant lod all armoù… Pal ur vicher eo produiñ traoù hag adwerzhañ anezho evit ober arc’hant. Bez eus eus ivez liveoù evit ar vicher (1 betek 100). Muioc’h se e vez pignet muioc’h se e teu da vezañ gwelloc’h ha keroc’h ar pezh a vez produet.

Emdroadur ar c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn kentañ Dofus e oa nemet ur servijer hag an holl dud a c’helle c’hoari digoust. Met muioc’h-mui a blije dezho bed ar c’hoari neuze ez eus bet staliet servijerioù nevez. Bremañ eo ret paeañ evit c’hoari, tu zo da baeañ evit ur sizhunvezh, ur mizvezh pe ur bloavezh. War-dro 5 euro eo evit c’hoari ur mizvezh. Krouet ez eus bet ivez servijerioù e yezhoù all (1 e saozneg, 3 e spagnoleg, 1 en alamaneg, 1 en italianeg, 1 e portugaleg …). War ar 37 servijerioù 25 a zo gall… Hiziv an deiz ez a kalz war raok, bet eo bet ijinet mangaiou eus Dofus, magazin, bez eus ivez tresadenn-vev Dofus war France 3. Bremañ pal ar re a ra war dro Dofus eo ledanaat ar bed eus Dofus e broioù all.

Tud zo a c’hoari dibaouez evit bezañ ar re greñvañ. C’hoari a reont 15 eurvezh bemdez, diaes-kenañ e vez chom a sav goude peogwir omp splujet e barzh ur bed all a vez kavet gwelloc’h. Tu zo ivez koll kalz a argant, en ur paean evit c’hoari pe ez eus tu paean argant gwir a enep argant eus ar c’hoari. War dro 20 euro evit kaout 1 milion a gamas. Dofus a zo ur c'hoari ma vez tremene amzer vat gant mignoned met arabat ez afe re bel.