Mont d’an endalc’had

Divroañ

Eus Wikipedia

Divroañ a vez graet eus lusk an dud a cheñch bro, a ya d'ur vro all da vevañ evit ur pennad hir pe hiroc'h. Al luskad a zo boaz unan hir hag etre div vro. Bez ez eus ivez divroadegoù en ur memes bro, kaoz a vez neuze eus divroadegoù diabarzh. An divroadeg a c'hell bezañ pe hini un hinienn, pe hini strolladoù brasoc'h.

Ar c'hantreerien ne vezont ket kemeret e kont pa vez jedet pe arnodet al luskoù divroadegoù denel, dre ma n'eus ket eus ar c'hoant fiñval evit anneziañ ul lec'h nevez gant ur stumm dibad. Ne chom nemet nebeut a dud o vevañ en doare-se. Ne vez ket kemeret e kont ivez ar fiñvoù berrbad gant palioù evel beajiñ, touristelezh, piric'hinaj, dre ma n'eus ket ur c'hoant anneziañ dibad pe war un hir dermen el lec'hioù gwelladennet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]