Mont d’an endalc’had

Divelfenneg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Divelfenneged)
Divelfenneged

Ur ran-darv Amerika
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Amphibia
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An divelfenneged zo loened mellkeinek a dremen ul lodenn eus o buhez en dour hag ul lodenn all war an douar.

Unan eus ar 5 kevrennad a ya d'ober ar mellkeineged int. Ar bronneged, an evned, ar stlejviled hag ar pesked eo ar re all.

An divelfenneged kentañ a zeuas war-wel 370 milion a vloavezhioù 'zo, da vare an devonian hag ar mellkeineged kentañ e voent o trevadenniñ an douar.

Al loened kentañ gant pevar ezel mellek e voent ivez pa emdroas o angelloù. Hag al loened kentañ gant malvennoù e voent c'hoazh.

280 milion a vloavezhioù 'zo e oa an divelfenneged al loened-douar niverusañ. E-pad an 70 milion a vloavezhioù war-lerc'h e voe kemeret o flas tamm-ha-tamm gant ar stlejviled hag ur bern spesadoù a yeas da get.

Ar c'hroc'hen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Noazh ha meizh eo kroc'hen an divelfenneged. Fin a-walc'h eo evit bezañ treuzet gant an oksijen a ya war-eeun er gwad hag ul lodenn vat eus an divelfenneged a anal evel-se dre o c'hroc'hen.

Gwagrennoù zo ennañ a servij da c'hlebiañ anezhañ. Daoust dezho e c'hell al loened-se disec'hañ buan ha ret eo dezho bezañ e lec'hioù gleb.

Gwagrennoù all a servij da broduiñ binim a zo kreñv pe greñvoc'h hervez ar spesadoù.

Kelc'hiad-buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir lodenn zo e buhez an divelfenneged : ar vi, al larvenn hag al loen gour. Ar vetamorfozenn a vez graet eus an tremen eus larvenn da oad gour.

3 urzhiad ha war-dro 6.000 spesad a ya d'ober kevrennad an divelfenneged :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.