Disseram que Voltei Americanizada

Eus Wikipedia

Disseram que Voltei Americanizada (Lavaret a rejont e oan distroet amerikanekaet), zo ur ganaouenn bortugalek, ur samba skrivet gant Luiz Peixoto ha Vicente Paiva a-ratozh-kaer evit ar ganerez vrazilian Carmen Miranda, nevez distro eus SUA : d'an 2 a viz Gwengolo 1940 e voe enrollet e ti Odeon Records[1].

Ar c'homzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E disseram que eu voltei americanizada
Com o "burro" do dinheiro, que estou muito rica
Que não suporto mais o breque de um pandeiro
E fico arrepiada ouvindo uma cuíca
Disseram que com as mãos estou preocupada
E corre por aí que ouvi um certo zum-zum
que já não tenho molho, ritmo, nem nada
E dos balangandãs já nem existe mais nenhum
Mas p'rá cima de mim, p'rá que tanto veneno?
Eu posso lá ficar americanizada?
Eu que nasci com samba e vivo no sereno
topando a noite inteira a velha batucada
Nas rodas de malandro, minhas preferidas
eu digo é mesmo "eu te amo" e nunca "I love you"
Enquanto houver Brasil... na hora das comidas
eu sou do camarão ensopadinho com chuchu!

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ha hi bet pell amzer o vevañ hag o labourat e SUA, e oa bet pedet da ganañ, e miz Gouhere 1940, en ur sonadeg a garitez aozet gant Darcy Vargas, gwreg ar prezidant Getulio Vargas, dirak tud uhel ar vro.
Goude saludiñ en saozneg e chomas didrouz ar selaouerien. Pa grogas Carmen Miranda da ganañ The South American Way e tirollas an dud da huchal warni. Klask a reas ar ganerez mont betek penn an abadenn, met a-benn ar fin e rankas mont kuit, mezhekaet.
En deiz war-lerc'h e voe tamallet dezhi er c'hazetennoù da vezañ peuramerikanekaet ; meur a sizhun goude e respontas d'he burutellerien dre ar ganaouenn Disseram que voltei americanizada.
Ne zistroas Carmen Miranda d'he bro nemet 14 vloaz diwezhatoc'h.

Ne enrollas nemet teir c'hanaouenn e Brazil ken : "Voltei pro Morro", "Disso É Que Eu Gosto" ha "Diz Que Tem" (a voe adenrollet e SUA), savet o-zeir gant Paiva.

Adkanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kanet gant Carmen Miranda amañ: [[1]]
  2. Kanet gant Adriana Calcanhotto amañ : YouTube
  3. Kanet gant Roberta Sá amañ : https://www.youtube.com/watch?v=xwN-tBxc0oQ
  4. Kanet gant Baby do Brasil amañ : [[2]]
  5. Kanet gant Bianca Malfatti : [[3]]
  6. Kanet gant Ordinarius : [[4]]