Mont d’an endalc’had

Disheñveladur (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen disheñveladur (saoz.: dissimilation) war tachennoù ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma kemm perzhioù ur fonem diwar levezon ur fonenn all evit ma teufent da vezañ disheñveloc'h an eil diouzh egile, da skouer:

latin venēnum > italianeg veleno « binim »

Enebet e vez neuze ouzh an heñveladur ma teu da vezañ heñveloc'h ur fonem ouzh ur fonenn all. Kalz raloc'h eo an diseñveladur evit an heñveladur avat ha keit ha ma tenn alies an heñveladur da lezennoù, da lâret eo e displeg meur a gemm fontikel en ur yezh resis dre m'eo bet o tiorren a-hed an amzer, an disheñvaladur a gaver kentoc'h e gerioù resis kemmet dre degouezh e istor ar yezh.

Dres evel an heñveladur e c'hell an disheñveladur bezañ a-dost pe a-bell hervez ma vez tost pe pell ar fonenn ma vez levezonet ar fonem ganti ha war-raok pe war-gil hervez ma vez levezonet ar fonem gant ur fonenn araozi pe war he lerc'h. Ha dres evel an heñveladur e kaver kalz stankoc'h skouerioù o tiskwel an disheñveladur war-raok evit an disheñvaladur war-gil met stankoc'h e kaver disheñveladur a-bell evit a-dost, ar c'hontrol-mik eus ar pezh a c'hoarvez gant an heñveladur.


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]