Disglavier bulgar

Eus Wikipedia

An disglavier bulgar pe ar bikadenn disglavier zo un doare-ober ijinet gant servijoù kuzh an URSS, hag an Darjavna Sigurnost bulgar, da skeiñ kontamm e korf un enebour gant un disglavier.

Implijet e voe e Londrez, war Waterloo Bridge, evit muntrañ ar skrivagner bulgar Georgi Markov d'ar 7 a viz Gwengolo 1978 (deiz penn-bloaz kadoriad kuzul-stad Bulgaria, Todor Zhivkov, a veze flemmet alies gant Georgi Markov).