Discours de la servitude volontaire

Eus Wikipedia
Embannadur e galleg arnevez, Brusel, 1826

Discours de la servitude volontaire (Prezegenn a-zivout ar sujidigezh youlek), anvet Le Contr'un (An Eneb unan) ivez, zo un oberenn c'hallek savet gant Étienne de La Boétie (1530-1563) ha hini vrudetañ ar skrivagner.

Embannet e oa bet tammoù eus ar skrid e latin e 1574, hag e 1576 e voe embannet en e hed e galleg. Etre e 16 ha 18 vloaz moarvat e oa bet skrivet gant La Boétie, etre ar bloazioù 1546 ha 1548 eta, hervez e vignon Michel de Montaigne[1].

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur brezegenn don eo, a-enep an diktatouriezh. Klask a reas La Boétie kompren perak e chom sujet ar bobl : n'eo yevet nemet dre ma'z eo he youl bezañ sujet pa gred ar braz eus an dud ez int rediet da c'houzañv, setu e lezont o sujerien da waskañ warnezho. Dinask e vefent mar befent mennet da baouez da servijout.

Arroudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pareillement les tyrans, plus ils pillent, plus ils exigent, plus ils ruinent et détruisent, plus on leur baille, plus on les sert, de tant plus ils se fortifient et deviennent toujours plus forts et plus frais pour anéantir et détruire tout ; et si on ne leur baille rien, si on ne leur obéit point, sans combattre, sans frapper, ils demeurent nus et défaits et ne sont plus rien, sinon que comme la racine, n’ayant plus d’humeur ou aliment, la branche devient sèche et morte.
"Heñvel gant an tiranted, seul vui ma preizhont, ma c'houlennont groñs, ma rivinont ha ma tistrujont, seul vui e vez roet dezho, e vezont servijet, ken e kemeront nerzh hag e kreñvaont hag e kadarnaont da ziskar ha da zistruj pep tra ; ha mar ne roer netra dezho, ma ne senter ket outo, hep stourm, hep skeiñ, e chomont noazh ha mantret ha ne vezont netra ken, nemet dre m'eo ar gwrizienn hep glebor na magadurezh e tro ar skrour da sec'h ha marv." [2]


Il y a trois sortes de tyrans. Les uns ont le royaume par élection du peuple, les autres par la force des armes, les autres par succession de leurrace.
Tri seurt tiranted zo. Darn a ren dre ma'z int bet dilennet gant ar bobl, darn all dre nerzh an armoù, hag ar re all dre hêrezh o lignez." [3]


Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Discours de la servitude volontaire. Paris : Éditions Flammarion, 1993 (ISBN 2-08-070394-3)
  • (fr) Discours de la servitude volontaire, Editions Mille et une nuits, 1997 (ISBN 2-910233-94-4)
  • (fr) (br) Discours de la servitude volontaire / Prezegenn a zivout ar sujidigezh youlek (troidigezh gant Pascal Henry). Pornizh : Le Temps Éditeur, 2024 (ISBN 978-2-36312-142-4)

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Delaruelle, L. L'inspiration antique dans le "Discours de la Servitude volontaire". In : Revue d'histoire littéraire de la France, Presses universitaires de France, 17vet bloaz, niv. 1, 1910, pp. 34-72 • JSTOR.
  • Villey, Pierre. Le véritable auteur du "Discours de la Servitude volontaire" Montaigne ou La Boétie ?. In : Revue d'histoire littéraire de la France, Presses Universitaires de France, 13vet bloaz, niv. 4, 1906, pp. 727-736 • JSTOR.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Bibliothèque nationale de France. Kavet : 21 C'hwe 24.
  2. Wikisource, p. 57.
  3. Wikisource, p. 65.