Dinis Iañ Portugal
Neuz
(Adkaset eus Dinis Iañ)
Dinis Iañ Portugal (Lisboa, 9 a viz Here 1261 — Santarém 7 a viz Genver 1325) a voe c'hwec'hvet roue Portugal, lesanvet o Lavrador (al labourer-douar) abalamour ma reas plantañ pineg Leiria, hag o Rei-Poeta (ar roue-barzh) abalamour d'e oberenn varzhel.
Mab e oa d'ar roue Afonso III, ha d'e bried, an infantez Beatriz Kastilha. Kurunennet e voe e 1279, d'an oad a 17 vloaz.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1282 e timezas gant Izabel Aragon, anavezet evel ar "Rouanez Santez", ur verc'h d'ar roue Pedro III Aragon ha d'e bried Constanza II Sikilia. Daou vugel o doe:
- Constanza de Portugal (1290-1313), ganet en Coímbra, anvet diwar-lerc'h mamm he mamm, a zimezas da Fernando IV Kastilha;
- Afonso IV (1291-1357), roue Portugal.
Bugale all en doa gant maouezed all
- gant Grácia Froes (anavezet ivez evel Gracia Anes):
- Pedro Alfonso (1287-1354), kont Barcelos.
- gant Aldonza Rodrigues Talha:
- Alfonso Sánchez (1289-1329), aotrou Alburquerque, kevezer e hantervreur Alfonso IV. Divastardet e Mae 1304.
- gant Marina Gomes:
- María Alfonso, ganet a-raok 1301, dimezet a-raok 1317 da Juan Alfonso de la Cerda, aotrou Gibraleón. Beziet o-daou en manati Santo Domingos en Santarén;
- María Alfonso (1301-1320), leanez en Manati San Dionisio. Entre 1312 ha 1320 e reas sevel un aoter da Sant Andrev.
- gant María Pires, «una buena mujer de Oporto» (ur vaouez vat eus Oporto), hervez gerioù Pedro Alfonso, kont Barcelos,
- Juan Alfonso de Portugal (c. 1295-1326), divastardet en 1317, alférez ha mayordomo mayor e dad, harp feal ar roue hag ivez hini e hantervreur Alfonso Sánchez. Lakaet e voe d'ar marv gant e vreur Afonso IV e 1326.
- gant ur vaouez all dianav hec'h anv :
- Fernán Sánchez (a-raok 1290-1329), dimezet da Fruilhe Anes de Soursa, divugel. Marvet e 1329 ha beziet e manati Santo Domingos das Donas en Santarén.