Dinara
Neuz
Dinara
Aradennad menezioù | Dinaric Alps |
---|---|
Stad | Kroatia, Bosnia-ha-Herzegovina |
Daveennoù douaroniel | 44°3′22″N 16°22′53″E |
Poent uhelañ | Troglav |
Ar menez Dinara zo ur menez uhel, war an harzoù etre Kroatia ha Bosnia-Herzegovina, nepell diouzh kêr Knin.
En em astenn a ra ar menez Dinara a-hed 20 km hag a-led 10 km pe war-dro. Ar c'hernioù uhelañ eo an Troglav (1 913 m) e Bosnia-Herzegovina hag ar Sinjal anvet ivez Dinara (1 831 m) e Kroatia. Kern uhelañ Kroatia eo an Dinara.
Ar stêr Cetina zo he eien war tor gwalarn ar menez hag en em deurel a ra e Mor Adria goude 105 km. Ar stêr Krka zo he eien e-harz ar menez Dinara ivez ha redek a ra betek ar mor a-hed 72 km.