Dinan-Léhon Football Club

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dinan-Léhon FC)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur c'hlub mell-droad breizhat, Dinan ha Lehon ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dinan-Léhon FC
Klub bet krouet e 2003
Livioù glas ha melen
Stad Stade du Clos-Gastel (Lehon)
Kampionad 2015/2016 CFA 2 (str. A)
Prezidant Maurice Joubin
Gourdoner Stéphane Lamant

Dinan-Léhon Football Club zo ur c'hlub mell-droad breizhat bet krouet e 2003 dre unvaniñ klub kêr Zinan (Stade Dinannais AC) gant hini kêr Lehon (ASC Léhon). Abaoe 2010 e c'hoari ar re melen-ha-glas e CFA 2, da lavarout eo ar pempvet rummad.

E 2014 eo ar wech kentañ d'ar c'hlub ober berzh e Kib Bro-C'hall. Goude bezañ gounezet derby ar Rañs a-enep Sant-Maloù e voe trec'h paotred Dinan war Angers. E miz Genver 2015 e voe kollet en 9vet tro ganto, 3-0, a-enep Gwengamp, barrekañ skipailh Aodoù-an-Arvor.

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Stade Dinannais AC: Kib ar C'hornôg 1943, 1991; 32vet gourfennoù Kib Frañs 1920, 1968
  • ASC Léhon: Kib Breizh 1999

Dinan e CFA2 / strollad A[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Renk. Poent K.C’h. Trec’h. Rampo Deg. P.E. P.A. D.P. Paler gwellañ
2010/2011 8vet 73 30 12 7 11 35 37 -2
2011/2012 10vet 71 30 11 8 11 29 40 -11
2012/2013 6vet 64 26 10 8 8 42 32 +10 Mickaël Martin (14)
2013/2014 4re 66 26 10 10 6 33 23 +10 Maxime Jean (9)
2014/2015 7vet 62 26 9 9 8 39 40 -1 Mickaël Martin (8)
2015/2016 10vet 56 26 7 9 10 33 36 -3
2016/2017

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]