Sadukeed

Eus Wikipedia

Ar Sadukeed (צְדוּקִים Ṣĕdûqîm) a oa ul luskad sokial ha relijiel da vare Yuzevegezh an Eil Templ, etre an IIl kantved a-raok hon mare betek distruj an Templ e 70 eus hon mare. A-gevret e oant gant uhelidi ar vro, dreist-holl renkad ar veleien, hag enebet e oant ouzh luskadoù all evel ar Fariseed abalamour ma nac'hent degemer testennoù all estreget an Torah evel testennoù sakr.