Piero della Francesca

Eus Wikipedia

Piero della Francesca pe Piero di Benedetto de Franceschi pe Pietro Borghese, ganet entre 1412 ha 1420 en Borgo San Sepolcro (hiriv Sansepolcro) en Toskana ha marvet eno ivez d'an 12 a viz Here 1492, zo ul livour ha matematikour italian eus ar c'h-Quattrocento (xve kantved italian).
Mard eo gwelet hiriv evel ul livour dreist-holl e oa ken anavezet all evel mentoniour ha matematikour, mestr ar pellweladoù hag ar ventoniezh euklidek. Un den a-bouez en istor an Azginivelezh italian eo bet Piero. Bez ez eo unan eus eil remzi alivourien humanourien.

Levezonet bras e voe gant Azginivelezh Norzhitalia, ha skolioù Ferrara ha Venezia peurgetket. Piero della Francesca ha Melozzo da Forlì a oa daou vestr meur ar xvvet kantved, hag anavezet o ampartiz gant Giorgio Vasari ha Luca Pacioli.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.