Mark Rutte

Eus Wikipedia

Mark Rutte (distaget [ˈmɑrk ˈrʏtə] e nederlandeg ; ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1967) zo ur politikour eus an Izelvroioù, zo e penn ar strollad Volkspartij voor Vrijheid en Democratie (VVD, Strollad ar bobl evit ar frankiz hag an demokratelezh). Sekretour-stad evit an aferioù sokial hag al labour eo bet, etre miz Gouere 2002 ha miz Mezheven 2004, ha sekretour-stad evit an deskadurezh, ar skiant hag an armerzh etre miz Mezheven 2004 ha miz Mezheven 2006, e kentañ hag eil gouarnamant ar c'hentañ ministr Jan Peter Balkenende. E miz Mezheven 2006 en doa roet e zilez evit distreiñ d'an Tweede Kamer (eil kambr ar parlamant) e penn e strollad.

E penn ar strollad VVD e oa da-geñver dilennadeg 2006 ha da-geñver hini 2010. D'ar 14 a viz Here 2010 e oa deuet da vezañ kentañ ministr an Izelvroioù.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.