Psamathe : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: az:Psamafaya (nereid) |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: pt:Psâmate |
||
Linenn 25: | Linenn 25: | ||
[[la:Psamathe (Nereis)]] |
[[la:Psamathe (Nereis)]] |
||
[[lt:Psamatė]] |
[[lt:Psamatė]] |
||
[[pt:Psâmate]] |
|||
[[ru:Псамафа]] |
[[ru:Псамафа]] |
||
[[sr:Псамата]] |
[[sr:Псамата]] |
Stumm eus an 27 Meu 2011 da 13:38
Anaout a reer div vaouez anvet Psamate( Ψαμἄθῃ, e gregach, diwar ψἄμμος, «traezh», ha θεια, «doueez») e mojennoù Hellaz kozh:
1. Psamate a oa un Nereidenn, karet gant Aiakos, ha mamm e oa da Fokos (Ovidius XI, 398). En drajedienn Helen gant Euripides avat e oa dimezet da Proteus, roue Egipt, hag ur verc'h he doa bet digantañ, Idotea.
2. Psamate a oa merc'h da Krotopus, roue Argos. Karet e oa bet gant an doue Apollon, ha mamm e oa da Linus. Aon he doa rak he zad, ha roet he doa he mab Linus da vesaerien da vagañ. Pa oa deuet bras ar bugel e voe drailhet gant chas. Psamate a voe lazhet gant he zad. Pa oa displijet an doue Apollon gant kement-se e kasas un tamm bosenn da ziouennañ bugale Argos, kement ha deskiñ d'an dud en em zerc'hel.
E troidigezhioù-se diwar Ovidius eo meneget an anv evel Psamanthe. Gwelout Metamorfozoù Ovidius XI. [1]
Loar
Ul loar d'ar blanedenn Neptun zo bet anvet Psamate.