BIOS : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:




'''Ar [[goulev]] (pe programm) o talvezout kement hag ur [[ketal|c'hetal]] (pe etrefas) etre ar [[reizhiad korvoiñ]] hag ar [[pennwal|bennwal]] ("kartenn mamm") eo ar BIOS (Basic Input/Output System). Kadavet eo ar BIOS e-barzh ur vemor sonn (ROM) war ar bennwal hag e c'hell implijout ar roadennoù kadavet e-barzh ar [[CMOS]] d'anavezout aveadur alvezel ar reizhiad'''.
'''Ar [[goulev]] (pe programm) o talvezout kement hag ur [[ketal|c'hetal]] (pe etrefas) etre ar [[reizhiad korvoiñ]] hag ar [[pennwal|bennwal]] ("mother board") eo ar BIOS (Basic Input/Output System). Kadavet eo ar BIOS e-barzh ur vemor sonn (ROM) war ar bennwal hag e c'hell implijout ar roadennoù kadavet e-barzh ar [[CMOS]] d'anavezout aveadur alvezel ar reizhiad'''.


Un darn eus ar BIOS a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn ROM (an hini ne c'hell ket bezañ daskemmet). Un darn arall a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn EEPROM eleze unan hag e c'heller daskemmañ dre skogoù tredan (se eo e vezer oc'h envel "flasher" e galleg).
Un darn eus ar BIOS a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn ROM (an hini ne c'hell ket bezañ daskemmet). Un darn arall a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn EEPROM eleze unan hag e c'heller daskemmañ dre skogoù tredan (se eo e vezer oc'h envel "flasher" e galleg).

Stumm eus an 27 Du 2006 da 19:40


Ar goulev (pe programm) o talvezout kement hag ur c'hetal (pe etrefas) etre ar reizhiad korvoiñ hag ar bennwal ("mother board") eo ar BIOS (Basic Input/Output System). Kadavet eo ar BIOS e-barzh ur vemor sonn (ROM) war ar bennwal hag e c'hell implijout ar roadennoù kadavet e-barzh ar CMOS d'anavezout aveadur alvezel ar reizhiad.

Un darn eus ar BIOS a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn ROM (an hini ne c'hell ket bezañ daskemmet). Un darn arall a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn EEPROM eleze unan hag e c'heller daskemmañ dre skogoù tredan (se eo e vezer oc'h envel "flasher" e galleg).

Tu 'zo kefluniañ ar BIOS dre ober gant ur etrefas anvet "BIOS Setup" e c'heller haeziñ ennañ pa vez an urzhiataer o loc'hañ dre bouezañ war ur stokell eus ar c'hlavier ("F2" da skouer pe "Suppr"). An arventennoù kefluniet gant ar "Setup" a vez kadavet er CMOS.

Ar "POST"

Pa vez lakaet an urzhiataer war enaoù pe pa vezer oc'h ober un deraouekaat dezhañ e vez ar BIOS o wiriañ ar periant 'mañ amañ e-barzh an ijinenn hag oc'h ober ur prouadiñ warne anvet POST (Power-ON Self Test) da c'houzout hag e vent e stad d'arc'hwelañ (da vont en dro).

Setu ar prouadurioù graet gant ur BIOS, ar POST :

  • Gwiriañ ar BIOS e-unan,
  • Gwiriañ ar c'hefluniadur e-barzh ar CMOS,
  • Deraouekaat an eurier diabarzh,
  • Deraouekaat ar reoler DMA,
  • Gwiriañ ar vemor vresk hag ar vemor darbar,
  • Sternañ holl arc'hwelioù ar BIOS,


Ha ma vo ar POST o kavout ur fazi bennak ec'h arnodo da genderc'hel da loc'hañ an urzhiataer evelkent. Hogen, ma eo re c'hrevus ar fazi e paouezo ar BIOS al loc'hañ hag ec'h arnodo da wereañ , mar bo gallus, ur c'hemmenad ouzh ar skramm. Ec'hodiñ (pe skignañ) a raio ar BIOS ivez ur steudad sonioù ("beep" e saozneg) a roio an tu d'ober un deznaouad (pe diougan) evit ar fazi (an niver a sonioù a savel rizh ar fazi hervez merk ar BIOS evel e vo gwelet diwezhatoc'h). Kas a raio ouzhpenn war porzh a-steud an urzhiataer ur boneg (ar boneg POST pe kod POST) a c'hello bezañ lennet gant un ardivink azas.

Setu un nebeut skouerioù (evit ur BIOS AMIBIOS ha unan Phoenix) evit pezh a sell ouzh deznaouad ar fazioù hervez niver a sonioù ec'hodet gant ar BIOS :

Niver a sonioù pe steudad a dalvez kement a .... merk ar BIOS
1 "Refresh failure" : fazi azgrenaat ar vemor AMIBIOS
3 "Base 64K RAM failure" : fazi e 64Ko kentañ ar vemor vresk AMIBIOS
5 "Processor error" AMIBIOS
8 "Display memory read/write failure" : fazi skrivañ/lenn war ar vemor video AMIBIOS
1-3-1-3 "Keyboard controller error" Phoenix
1-3-4-1 "RAM error" : fazi er vemor vresk Phoenix


Ent reol e vez kavet ster ar bonegoù-se e-barzh teulioù ar pennwalioù.

Deraouekaat ar BIOS

Gallout a reer kemmañ arventennoù ar BIOS, kadavet e-barzh ar vemor CMOS gwaredet gant ur pil, gant ur goulev kefluniañ anvet SETUP. Hogen e c'heller ivez deraouekaat ar BIOS mar be ezhomm. D'hen ober hag hervez merk ar BIOS, e ranker pouezañ war ur stokell eus ar c'hlavier. Da skouer, evit ur BIOS Phoenix e c'heller adsavelañ arventennoù anspizet ("default parameters") kenderc'her (produer) ar bennwal o pouezañ war ar stokell F9. Evit ur BIOS Award e c'heller adsavelañ arventennoù anspizet ar BIOS o pouezañ war ar stokell F6.

Hizivaat ar BIOS

Tu a zo ivez hizivaat ar BIOS hogen ar wezhiadenn bismigus e vez bepred d'ober. Kavet e vez war lec'hiennoù ar genderc'herien peadra da hizivaat pep BIOS (upgrades). Da skouer evit Phoenix :

Hizivaat BIOS war lec'hienn Phoenix