Paul Verhoeven : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: cs:Paul Verhoeven
D Bot: repairing dead link sensesofcinema.com
Linenn 53: Linenn 53:
* [http://www.imdb.com/name/nm0000682/ Paul Verhoeven e lec'hienn IMDB]
* [http://www.imdb.com/name/nm0000682/ Paul Verhoeven e lec'hienn IMDB]
* [http://paulverhoeven.net/ Paul Verhoeven.net]
* [http://paulverhoeven.net/ Paul Verhoeven.net]
* [http://www.sensesofcinema.com/contents/directors/03/verhoeven.html Paul Verhoeven] e lec'hienn Sense of Cinema
* [http://www.sensesofcinema.com/2003/great-directors/verhoeven/ Paul Verhoeven] e lec'hienn Sense of Cinema
{{DEFAULTSORT:Verhoeven, Paul}}
{{DEFAULTSORT:Verhoeven, Paul}}

Stumm eus an 6 Gen 2011 da 07:42

Paul Verhoven e Festival filoù an Ielvroioù e 2006

Paul Verhoeven (18 a viz Gouere 1938 en Amsterdam) a zo ur filmaozer izelvroat. Lod brasañ e filmoù en deus aozet er Stadoù-Unanet (RoboCop, Total Recall, Basic Instinct, Showgirls).

E vuhez

Stduiañ reas ar skiantoù fizik hag ar matematikoù e skol-veur Leiden. Goude-se ez eas da vorlu an Izelvroioù ma teskas filmañ teulfilmoù. Goude-se e kavas labour gant chadennoù skinwel an Izelvroioù. Berzh a reas gant an heuliad skinwel Floris e 1969. E film kentañ, Wat Zien Ik? (1971) e ditl, ne voe ket degemeret mat-tre. Met berzh a reas en Izelvroioù e 1973 gant Turks Fruit. Tamm-ha-tamm e teuas a-benn da vezañ brudet e diavaez e vro, gant filmoù evel Soldaat van Oranje (bet ur priz Golden Globe) hag ez eas da chom d'ar Stadoù-Unanet. Degouezhet eno e cheñchas penn-da-benn : stagañ a reas gant flmoù feuls ha ker evel , RoboCop (1987) ha Total Recall (1990), ma veskas dudi ha preder war stad ar gevredigezh (dreist-holl hini ar Stadoù-Unanet). Berzh a reas ivez gant Basic Instinct (1992), padal e c'hwitas gant Showgirls (1995). E 1997 hag e 2000 e reas berzh en-dro gant film feuls : Starship Troopers ha Hollow Man. Ne voe ket degemeret mat-tre Starship Troopers gant ar vurutellerien amerikan a soñjas dezho e oa ur film ma save a-du Verhoven gant ar faskouriezh.

E 2005 e tistroas d'an Izelvroioù da aozañ Black Book, ur film diwar-benn an Eil Brezel-bed.

E oberenn

Filmaozer

Er skinwel

  • 1968 : Portret van Anton Adriaan Mussert
  • 1969 : Floris
  • 1979 : Voorbij, voorbij
  • 1983 : The Hitchhiker

Sinema

Filmoù berr
  • 1960 : Een hagedis teveel
  • 1961 : Niets bijzonders
  • 1962 : De Lifters
  • 1963 : Feest
  • 1965 : Het Korps Marinier
  • 1970 : De Worstelaar
Filmoù

Senaroour


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • 1977 : Soldaat van Oranje
  • 1985 : Flesh and Blood

Aktor

  • 1994 : A Century of Cinema gant Caroline Thomas

Liammoù diavaez