Banniel Norvegia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: be:Сцяг Нарвегіі
D [r2.5.2] Robot ouzhpennet: az:Norveç bayrağı
Linenn 10: Linenn 10:
[[af:Vlag van Noorweë]]
[[af:Vlag van Noorweë]]
[[ar:علم النرويج]]
[[ar:علم النرويج]]
[[az:Norveç bayrağı]]
[[bat-smg:Norvegėjės vieliava]]
[[bat-smg:Norvegėjės vieliava]]
[[be:Сцяг Нарвегіі]]
[[be:Сцяг Нарвегіі]]

Stumm eus an 17 Kzu 2010 da 06:06

Banniel Norvegia
Ar banniel implijet etre 1844 a 1899, gant arouez unaniezh Sveden ha Norvegia.

Banniel Norvegia zo ruz gant ur groaz c’hlas bevennet gant liv gwenn. Div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, d’ar wern ma vez staget ar banniel.

Betek 1814 e veze implijet banniel Danmark e Norvegia, peogwir e oa unanet Norvegia ha Danmark. Kinniget e voe tres ar banniel zo bremañ e 1821, gant Fredrik Meltzer, kannad er Storting (parlamant). Banniel Danmark e oa diazez ar banniel nevez, gant liv glas ouzhpenn, amprestet digant banniel Sveden moarvat. Soñjal a c’haller ivez e voe levezonet gant al livioù implijet war bannieloù Bro-C'hall, ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù Unanet, pa oant arouezioù an demokratelezh en amzer-se. En deroù ne voe implijet ar banniel nevez nemet war vor, gant ar bigi. Etre 1844 ha 1899 e voe implijet ur banniel all er vro, warnañ livioù Sveden ha Norvegia mesket er c’horn uhelañ kleiz, dre ma oa unanet Sveden ha Norvegia dindan ur roue hepken. Adkroget e voe da implijout banniel Fredrik Meltzer e 1899. Hag e 1905, pa teuas Norvegia da vezañ distag diouzh Sveden, e voe adlakaet banniel broadel Norvegia en implij da vat hag e pep lec’h.