Caius Julius Hyginus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: hu:Hyginus
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 35: Linenn 35:
*P.K. Marshall, ''Hyginus: Fabulae'' 1993; embannadur reizhet 2002.
*P.K. Marshall, ''Hyginus: Fabulae'' 1993; embannadur reizhet 2002.
*Rose, H. I. ''Hygini Fabulae'' (1934) 1963. Ar skrid e latin.
*Rose, H. I. ''Hygini Fabulae'' (1934) 1963. Ar skrid e latin.

==Notennoù==
<references/>


==Liammoù diavaez==
==Liammoù diavaez==

Stumm eus an 21 Du 2010 da 17:05

Caius Julius Hyginus (e 67 kent JK17) a oa ur skrivagner latin, genidik pe eus Spagn pe eusAlexandria (n'eo ket gwall spis er skridoù kozh) en amzer Caesar Augustus.

Istor

Diwar e benn n'ouzer ket kalz a dra. Diskibl e oa da Cornelius Alexander Polyhistor, sklav e oa bet gant Julius Caesar, disklavet gant Caesar Augustus, ha lakaet da rener al levraoueg palatin abalamour ma oa yezhadurour , hervez a skriv Suetonius (De Grammaticis, 20.[1]. Mignon e oa da Ovidius, met rev a savas etrezo. Paour-razh e oa e fin e vuhez, ha sikouret e voe gant e vignon istour Clodius Licinus.

E oberennoù

Eus ar pezh a zo deuet betek ennomp e c'hallomp lavarout e skrivas a bep seurt: displegadennoù diwar-benn arroudoù eus oberennoù Vergilius, displegadennoù diwar-benn hendraoù broadel (De familiis Troianis, De origine situque urbium Italicarum), skridoù diwar-benn al labour-douar (De agricultura, De apibus).

Met div oberenn zo enne traoù a dalvoudegezh vras evit studi mojennoù Hellaz ha Roma gozh.

  • e Fabulae
  • e De Astronomia .

Fall int skrivet, ma kred da lod n'hall ket ar yezhadurour Caius Julius Hyginus bezañ o skrivet. En 1831 e voe embannet fablennoù all diembann hag a soñjer int bet skrivet gantañ.

Fablennoù

Er Fablennoù n'eus nemet ur roll eus an doueed hag harozed , gant 277 fablenn gwir, anezho diverradurioù eus an oberennoù klasel hellazat, evel Odisseia, dastumet en un nebeud pajennooù,


Lennadurezh

  • P.K. Marshall, Hyginus: Fabulae 1993; embannadur reizhet 2002.
  • Rose, H. I. Hygini Fabulae (1934) 1963. Ar skrid e latin.

Notennoù

  1. Darn a gred n'eo ket Hyginus ar Fabulae an hini a voe dieubet gant Augustus; evel Edward Fitch, diwar-benn levr H. I. Rose, Hygini Fabulae en The American Journal of Philology 56,4 (1935), p 422.

Liammoù diavaez