Gregor Teurgn : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot tennet: ja:トゥールのグレゴリウス; Kemm dister |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 80: | Linenn 80: | ||
[[Rummad:Sent Galia]] |
[[Rummad:Sent Galia]] |
||
[[Rummad:Istorourien |
[[Rummad:Istorourien Bro-C'hall]] |
||
[[Rummad:Marvioù 594]] |
[[Rummad:Marvioù 594]] |
||
Stumm eus an 5 Mae 2010 da 18:09
Gregor Teurgn (Georgius Florentius Gregorius e latin, Grégoire de Tours e galleg a vremañ), a voe ganet e Riom, e-tal Clermont war-dro 538 , en ur familh eus an noblañs arvernat, hag a varvas e Teurgn war-dro 594, a voe eskob Teurgn er VIvet kantved. Brudet eo e skridoù diwar-benn istor an Iliz, ar Franked, ha Bro-Alvern.
E vuhez
Mervel a reas e 594 e Teurgn e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e c'houel d'ar 17 a viz Du.
Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperig ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet en Andelot etre Hilberzh II, roue Bro-C'hall ha Gontran, roue Burgondia (587).
Kronikour
Evel kronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn.
Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ.
Rebechet ez eus bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha neuze barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh, da lavarout eo kavout si enne dalc'hmat.