192 992
modifications
D (→Harlu) |

En [[1587]] e asantas Elena da zimeziñ gant un den a renk uhel, Francisco Perrenot Granvela, niz d'ar c'hardinal galloudus Granvela. Ha Lope de Vega dipitet ha da lakaat skignañ enep dezhi ha d'he ziegezh un toullad [[flemmskrid]]où:
::(Un itron en em werzh da neb a fell dezhañ he c'haout
Da werzhañ emañ. He frenañ a garfec'h?
He zad an hini he gwerzh, ha hi digomz,
He mamm a zo hucherez er werzh).

Kement-se
Bloavezhioù diwezhatoc'h e vo kounaet gantañ e garantezioù gant Elena Osorio en e romant e divizoù ("acción en prosa" emezañ) ''[[La Dorotea]]''. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an [[10 a viz Mae ]] [[1588]] goude skrapañ anezhi gant hec'h asant. En e werzennoù e ra "Belisa" anezhi, hervez hec'h anagram.

D'an [[29 a viz Mae]] er memes bloaz end-eeun e klaskas adskoulmaén gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion, anvet San Juan , [[Armada Invencible|Gran Armada]]. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare [[Ludovico Ariosto]]: ''La hermosura de Angélica'', chomet divrud.

modifications