Sistem nervennel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: an:Sistema nerbioso
D Robot kemmet: no:Nervesystem
Linenn 79: Linenn 79:
[[nl:Zenuwstelsel]]
[[nl:Zenuwstelsel]]
[[nn:Nervesystemet]]
[[nn:Nervesystemet]]
[[no:Nervesystemet]]
[[no:Nervesystem]]
[[pam:Sistema nerviosa]]
[[pam:Sistema nerviosa]]
[[pl:Układ nerwowy człowieka]]
[[pl:Układ nerwowy człowieka]]

Stumm eus an 6 Kzu 2009 da 19:34

Sistem nervennel denel. SNK e ruz ha roz hag ar SND e glas.

Ur sistem e rouedad eo ar sistem nervennel, savet gant organ ar skiantoù, an nervennoù, ar melpenn, mel al livenn-gein hag all. Kenurzhiañ a ra ar c'hurzhiadurioù kigenn, mont-en-dro an organoù, kas ar c'helaouadennoù santout hag oberer betek ar reseverien, urzhiañ ar santadurioù hag aotreiñ ar preder.

Gant ar mellkeineged e vez diforc'hiet ar sistem nervennel kreiz (melpenn ha mel al livenn-gein) eus ar sistem nervennel diavaez, (nervennoù).

Diwar neuronoù eo savet ar sistem nervennel kreiz ha tachennoù kendouch a savont etrezo, sinaps anezho. Miliadoù anezho a genlabour a-benn ober war-ro ur stimulus nemetken.

Lodennoù ha geriaoueg diazez

Sell ar melpenn-den gant an IRM(sistem nervennel kreiz)
  • Empenn : Lodenn gorre ar melpenn oc'h ober war-dro ar santadurioù, fiñvadurioù meiz. Organ pennañ ar preder, diorroet-tre e rummadoù loened zo.
  • Hirvel : Lodenn ar melpenn hag a ra al liamm etre al lodenn gwarezet gant ar c'hlopenn hag al lodenn gwarezet gant melloù al livenn-gein.
  • Elpenn : Lodenn ar melpenn gant kefridi er c'hempouez, er c'henurzhiañ ar fiñvadurioù, er memor-jestroù ...
  • Mel al livenn-gein : Gwarezet gant melloù al livenn-gein eo. Kas ar c'helaouadennoù santout o tont deus diavaez ar c'horf hag ar c'helaouadennoù oberer o tont eus ar melpenn. Kefridi integriñ a ra ivez er Refleks.
  • Sistem nervennel diavaez (SND): Nervennoù santout hag oberer a ya d'ober anezhañ. Emskiant e vezomp eus e vont-en-dro.
  • Sistem nervennel emren (SNE) : Nervennoù santout hag oberer a ya d'ober anezhañ. Ne vezomp ket emskiant eus e vont-en-dro.
  • Nervenn : Bodad a fibrennoù nervennel o tont eus mel al livenn-gein peurvuiañ ha o vont betek ur resever ouzh un organ.

"Sistemoù" nervennel

Perzh ar sistem nervennel a zo lakaat ar c'horf da glotaat prim gant an endro e-pep-koulz. Daou sistem a c'hellomp termeniñ ennañ ; un dispartiñ artifisiel eo ha ne laka ket war-wel ar c'henlabour etrezo met aesaat a ra ar preder.

Sistem nervennel meiz

Ar sistem nervennel meiz a implijer pa vezer emskiant hag oberer deus e vont-en-dro. Holl reaktdurioù a reomp e-keñver cheñchamantoù deus an endro evezhiet ganeomp dre ar pemp skiant eo : Kurzhañ (stegnañ) kigennoù ar fiñvoù da skouer.

Sistem nervennel diveiz

Ar sistem nervennel diveiz (pe blantel) a genurzh kefridioù emren hag aotomatikel an organeg. Daou is-sistem ennañ, an is-sistem parasimpatek ha simpatek, a gas d'ur respont kontrol an eil d'egile peurvuiañ. N'omp ket emskiant deus o labour na deus o atizadur. Degemer a reont santadurioù diabarzh dre nervennoù-santout ha kas a reont urzhioù dre nervennoù-oberer. Lakaat an organeg da glotañ gant an ezhommoù en ur c'houlz eo o c'hefridi e-keñver ar gwenteradur (=gwentadur), gwask ar gwad, gwrez ar c'horf, koazhadur ar boued ... . Ur perzh tonetaat o deus ivez ouzh ar galon en ur fonnusaat pe c'horrekaat he zalm.