Mehmet IV : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: ro:Mehmed al IV-lea |
D Robot ouzhpennet: ko:메흐메트 4세 |
||
Linenn 54: | Linenn 54: | ||
[[it:Mehmet IV]] |
[[it:Mehmet IV]] |
||
[[ja:メフメト4世]] |
[[ja:メフメト4世]] |
||
[[ko:메흐메트 4세]] |
|||
[[lv:Mehmeds IV]] |
[[lv:Mehmeds IV]] |
||
[[mk:Мехмед IV]] |
[[mk:Мехмед IV]] |
Stumm eus an 27 Gwe 2009 da 14:25
Mehmet IV pe Mehmet ar Chaseour, ganet d'an 2 a viz Genver 1642, a voe naontekvet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Ibrahim I ha da Turhan Sultan.
Ren a reas eus 1648 betek 1687, da lâret eo ar ren hirañ goude hini Suleyman ar Meurdezus.
Yaouankiz
Penn kentañ e ren a voe ur prantad dizurzh. Meret e veze ar vro gant e vamm-gozh, Kösem Sultan hag e vamm. Kevezerezh a greskas etre an div vaouez betek ma voe dizoloet un irienn savet gant Kösem Sultan evit distroadañ Mehmet IV. Tud Turhan Sultan a lazhas neuze mamm-gozh ar sultan (1651).
Ren
Dindan ren Mehmet IV e kendalc'has diskar an impalaeriezh.
E 1656 e voe trec'het an Otomaned gant Venezia dirak strizh-mor an Dardanelloù. Kollet e voe an inizi Bozcaada ha Limni ha panik a savas en Istanbuliz.
Goude meur a emgann kollet a-enep da Aostria, Venezia ha Pologn e voe distroadet Mehmet IV gant an arme d'an 8 a viz Du 1687 ha lakaet e vreur Suleyman da ren en e blas.
Mehmet IV a varvas d'ar 6 a viz Genver 1693 e Edirne. Sebezet e voe er Voskeenn Nevez (Yeni Camii), ur voskeenn a oa bet boulc'het e 1597 diwar urzh gwreg Murat III ha peursavet e 1663.
En e raok: Ibrahim I |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1648 – 1687 |
War e lerc'h: Süleyman II |