Félix Lope de Vega : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 86: | Linenn 86: | ||
=== Distro da Gastilha === |
=== Distro da Gastilha === |
||
E miz kerzu 1595, echu gantañ e eizh vloavezh harlu e tistroas da Madrid. Bloaz goude e voe graet prosez outañ gant Antonia Trillo, aktourez intañvez. |
E miz kerzu 1595, echu gantañ e eizh vloavezh harlu e tistroas da Madrid. Bloaz goude e voe graet prosez outañ gant Antonia Trillo, aktourez intañvez. E 1598 e timezas da Juana de Guardo, merc'h d'ur c'higer pinvidik a bourchase kig da Lez ar Roue, peadra da vagañ ivez ar flemmadennoù taolet gant [[Luis de Góngora]] da skouer. Diouzh gwelout e oa ur plac'h gros hag an holl a soñje e oa dimezet Lope evit an arc'hant, rak n'eo ket karantez a vanke dezhañ. Koulskoude en doe ur mab diganti, Carlos Félix, ha teir merc'h. |
||
, |
|||
<!-- |
<!-- |
||
Al siguiente año, allí mismo, fue procesado por amancebamiento. |
|||
Al siguiente año, allí mismo, fue procesado por amancebamiento . En 1598 se casó con Juana de Guardo, hija de un adinerado abastecedor de carne de la Corte, lo que motivó las burlas de diversos ingenios ([[Luis de Góngora]], por ejemplo), ya que al parecer era una mujer vulgar y todos pensaban que Lope se había casado por dinero ya que no era amor precisamente lo que le faltaba. Tuvo con ella, sin embargo, un hijo muy querido, Carlos Félix, y tres hijas. |
|||
Volvió a trabajar como secretario personal de [[Pedro Fernández de Castro y Andrade]], en aquel momento Marqués de Sarria y futuro [[Conde de Lemos]], al que escribió en una epístola; ''"Yo, que tantas veces a sus pies, cual perro fiel, he dormido''", y allí permaneció hasta 1603, en que se encuentra en [[Sevilla]]. Se enamoró de Micaela de Luján, la "Celia" o "Camila Lucinda" de sus versos; mujer bella, pero inculta y casada, con la cual mantuvo relaciones hasta 1608 y de la que tuvo cinco hijos, entre ellos dos de sus predilectos: Marcela (1606) y Lope Félix (1607). A partir de 1608 se pierde el rastro literario y biográfico de Micaela de Luján, única entre las amantes mayores del ''Fénix'' cuya separación no dejó huella en su obra. |
Volvió a trabajar como secretario personal de [[Pedro Fernández de Castro y Andrade]], en aquel momento Marqués de Sarria y futuro [[Conde de Lemos]], al que escribió en una epístola; ''"Yo, que tantas veces a sus pies, cual perro fiel, he dormido''", y allí permaneció hasta 1603, en que se encuentra en [[Sevilla]]. Se enamoró de Micaela de Luján, la "Celia" o "Camila Lucinda" de sus versos; mujer bella, pero inculta y casada, con la cual mantuvo relaciones hasta 1608 y de la que tuvo cinco hijos, entre ellos dos de sus predilectos: Marcela (1606) y Lope Félix (1607). A partir de 1608 se pierde el rastro literario y biográfico de Micaela de Luján, única entre las amantes mayores del ''Fénix'' cuya separación no dejó huella en su obra. |
Stumm eus an 23 Eos 2009 da 23:50
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Lope de Vega (pe Félix Lope de Vega y Carpio pe Lope Félix de Vega Carpio) (25 a viz Du 1562 – 27 a viz Eost 1635) a oa ur barzh ha dramaour spagnol, unan eus ar re vrasañ er C'hantved Aour spagnol, hag unan eus ar skrivagnerien er bed o deus lezet un oberenn builh. Skrivet en dije 1500 a bezhioù-c'hoari (1.800 hervez Juan Pérez de Montalbán), met n'anavezer nemet 425 anezho, hep menegiñ an oberennoù all (3000 sonedenn, 3 romant, 4 romantig, 9 meurgan, etc.). Koulskoude e teu da eil e renk el lennegezh spagnolek, war-lerc'h Cervantes ha n'eo ket ken fetis e oberenn, hag a reas anezhañ Fénix de los ingenios ha Monstruo de la Naturaleza . Nevesaat a reas ar c'hoariva spagnolek en ur mare ma terede an engroezioù da welout an abadennoù. Evel re Tirso de Molina ha Calderón de la Barca e talc'h e oberennoù da vout c'hoariet .
Mignon e oa da Quevedo ha da Juan Ruiz de Alarcón, enebour da Góngora, tra ma vage Cervantes gwarizi outañ, souezhus e voe e oberenn kement hag e vuhez.
E vuhez
E yaouankiz
Ganet e oa Lope de Vega e Madrid. Dont a rae e dud eus Valle de Carriedo e Cantabria, hag e dad Félix de Vega a oa broder. Eus e vamm , Francisca Fernández Flórez, ne ouzer netra. Gouzout a reer avat e oa bet e dad o chom e Valladolid ur pennadig a-raok dont da Vadrid e 1561, sachet gant al lez nevez staliet eno. Lavarout a raio Lope de Vega diwezhatoc'h e oa deuet e dad da Vadrid dre garantez ouzh ur vaouez hag e oa bet tennet he skilfoù gant an hini a oa deuet da vezañ e vamm. Engehentet e vije bet Lope evel frouezh an emgav-se, ha ganet e vije diwar ar warizi a vo kaoz anezhi kement en e c'hoariva.
Deskiñ buan a rae en vihan, lenn a rae latin koulz ha kastilhaneg pa ne oa nemet pemp bloaz, ha krog dija da sevel gwerzennoù. Ha da zaouzek, emezañ, e skrive komediennoù. (Yo las componía de once y doce años / de a cuatro actos y de a cuatro pliegos / porque cada acto un pliego contenía). E gomedienn gentañ, kollet hiriv, a vije bet anvet El verdadero amante.
Daremprediñ a rae skol ar barzh ha soner Vicente Espinel, en Madrid, hag anaoudegezh en do outañ atav, evel er sonedenn: Aquesta pluma, célebre maestro / que me pusisteis en las manos, cuando / los primeros caracteres firmando / estaba, temeroso y poco diestro...
Kenderc'hel a reas gant ar studi gant ar Jezuited, en ur skol a zeuas da vout ar c'h-Colegio Imperial e 1574.
- Los cartapacios de las liciones me servían de borradores para mis pensamientos, y muchas veces las escribía en versos latinos o castellanos. Comencé a juntar libros de todas letras y lenguas, que después de los principios de la griega y ejercicio grande de la latina, supe bien la toscana, y de la francesa tuve noticia... (La Dorotea, IV)
E-pad pevar bloaz (1577-1581) e voe skoliet e Skol-veur Alcalá de Henares, met ne voe ket loreet. Abalamour d'e vuhez diroll ha d'e emzalc'h merc'hetaer ne oa ket graet evit ar velegiezh. Neuze e paouezas e vadoberourien da arc'hantañe studioù. Peogwir ne dapas ket e vachelouriezh e rankas gounit e vara ha labourat evel sekretour gant noblañsed pe skrivañ pezhioù diouzh an degouezh . En 1583 ez eas da vartolod ar morlu hag en em gannañ a reas en emgann an Isla Terceira dindan urzhioù un den hag a vo mignon bras dezhañ, Álvaro de Bazán, markiz Santa Cruz de Mudela. Ur pennad goude e vo dediet ur pezh gantaén da vab ar markiz.
Harlu
Yezhadur a studias ha jedoniezh en Academia Real (Akademiezh Roueel), ha sekretour e voe gant Markiz an Navas; met netra ne oa an holl drevelloù-se e-skoaz e zarempredoù gant ar merc'hed. Elena Osorio e oa e garantez vras kentañ, ar "Filis" a gaver en e werzennoù, dispartiet ma oa diouzh he fried , an aktour Cristóbal Calderón; Lope a baee anezhi gant pezhioù-c'hoari evit kompagnunezh tad e serc'h, an aozer pezhioù-c'hoariJerónimo Velázquez. En 1587 e asantas Elena da zimeziñ gant un den a renk uhel, Francisco Perrenot Granvela, niz d'ar c'hardinal galloudus Granvela. Ha Lope de Vega dipitet ha da lakaat skignañ enep dezhi ha d'he ziegezh un toullad flemmskridoù:
- Una dama se vende a quien la quiera
- en almoneda está. ¿Quieren compralla?
- Su padre es quien la vende, que, aunque calla,
- su madre la sirvió de pregonera...
(Un itron en em werzh da neb a fell dezhañ he c'haout
Da werzhañ emañ. He frenañ a garfec'h?
He zad an hini he gwerzh, ha hi digomz,
He mamm a zo hucherez er werzh).
Kement-se azo dispaket gantañ en e bezh-c'hoari Belardo furioso hag en un toullad sonedennoù ha barzhonegoù a voe kaoz dezhañ da vezañ kaset d'ar vac'h. Peogwir e adc'hreas kemend-all e voe ur prosez all, hag e voe harluet eizh vloaz eus al Lez, ha daou eus Rouantelezh Castilla, gant gourdrouz da vezañ lakaet d'ar marv ma ne sente ket ouzh urzh-harlu ar varnerien.
Bloavezhioù diwezhatoc'h e vo kounaet gantañ e garantezioù gant Elena Osorio en e romant e divizoù ("acción en prosa" emezañ) La Dorotea. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an 10 a viz Mae 1588 goude skrapañ anezhi gant hec'h asant. En e werzennoù e ra "Belisa" anezhi, hervez hec'h anagram.
D'an 29 a viz Mae er memes bloaz end-eeun e klaskas adskoulmaén gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion, anvet San Juan , Gran Armada. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare Ludovico Ariosto: La hermosura de Angélica, chomet divrud.
E miz Kerzu 1588 e tistroas goude faezhidigezh ar Gran Armada , ha mont a eure etrezek Valencia, kêrbenn an Turia, en ur dremen dre d-Toledo, daoust d'ar gondaonidigezh. E Valencia e oa o vevañ gant Isabel de Urbina . Eno e labouras war arz ar c'hoariva, ec'h arvestas ouzh abadennoù, gant tud evel ar chaloni Francisco Agustín Tárrega, Gaspar de Aguilar a oa sekretour Dug Gandía, Guillén de Castro, Carlos Boil ha Ricardo de Turia. Deskiñ a reas tremen hep reolenn an unander a zarvoud o kontañ daou istor war un dro er memes oberenn , e-lec'h unan hepken hervez ar reolenn, pezh a anver an imbroglio pe al luziadenn italian.
Echu gantañ e zaou vloaz harlu e-maez ar rouantelezh, ez eas Lope de Vega da d-Toledo en 1590 hag eno e labouras evit don Francisco de Ribera Barroso, a vo eil markiz Malpica, hag ur pennad goude gant pempet dug Alba, don Antonio de Toledo y Beamonte. Evit se e oa denjentil a gambr e lez an dug en Alba de Tormes, ma vevas entre 1592 ha 1595. Eno e lennas c'hoariva Juan del Encina, . En diskar-amzer 1594, e varvas Isabel de Urbina diwar-lerc'h genel. Skrivañ a reas neuze ur romant pastorel La Arcadia, a lakaas ennañ un toullad mat a varzhonegoù.
Distro da Gastilha
E miz kerzu 1595, echu gantañ e eizh vloavezh harlu e tistroas da Madrid. Bloaz goude e voe graet prosez outañ gant Antonia Trillo, aktourez intañvez. E 1598 e timezas da Juana de Guardo, merc'h d'ur c'higer pinvidik a bourchase kig da Lez ar Roue, peadra da vagañ ivez ar flemmadennoù taolet gant Luis de Góngora da skouer. Diouzh gwelout e oa ur plac'h gros hag an holl a soñje e oa dimezet Lope evit an arc'hant, rak n'eo ket karantez a vanke dezhañ. Koulskoude en doe ur mab diganti, Carlos Félix, ha teir merc'h.
,
Roll e oberennoù
(N'hall ketar roll bout klok, kement a zo bet skrivet gant ar skrivagner)
- Las ferias de Madrid (comedia, 1587)
- El remedio en la desdicha (comedia, 1596)
- La Dragontea (epopeya, 1598)
- La Arcadia (novela, 1598)
- La quinta de Florencia (comedia, 1598-1603)
- El Isidro (epopeya, 1599)
- Fiestas de Denia (epopeya, 1599)
- El vaquero de Moraña (comedia, 1599/1603)
- Romancero general (poesía, 1600)
- La hermosura de Angélica, con otras diversas rimas (poesía, 1602)
- La prueba de los amigos (comedia, 1604)
- La discreta enamorada (comedia, 1604-08)
- Rimas (poesías, 1604)
- El peregrino en su patria (novela, 1604/18)
- Los melindres de Belisa (comedia, 1606/08)
- La niña de plata (comedia, 1607/12)
- Lo fingido verdadero (comedia, h. 1608)
- Rimas (poesías, 1609)
- Arte nuevo de hacer comedias en este tiempo (1609)
- La Jerusalén conquistada (epopeya, 1609)
- Peribañez y el comendador de Ocaña (comedia,1609-12)
- Los ponces de Barcelona (comedia, 1610/15)
- El villano en su rincón (com. 1611)
- La discordia en los casados (comedia, 1611)
- Los pastores de Belén (novela, 1612)
- Cuatro soliloquios (poesías, 1612)
- Fuente Ovejuna (comedia, 1611-18)
- La dama boba (comedia, 1613)
- El perro de hortelano (comedia, 1613-15)
- El valor de las mujeres (comedias, 1613/18)
- Rimas sacras (poesías, 1614)
- La discreta venganza (comedia, 1615/21)
- El caballero de Olmedo (comedia, 1615-26)
- Romancero espiritual (poemas, 1619)
- Justa poética en honor de san Isidro (prosas y versos, 1620)
- Los Tellos de Meneses (com. 1620-28)
- La Filomena, prosas y versos (1621)
- Amor, pleito y desafío (comedia, 1621)
- Fiestas en la canonización de san Isidro (prosas y versos, 1622)
- La Circe con otras rimas y prosas (1624)
- Triunfos divinos, con otras rimas (poesías, 1625)
- ¡Ay, verdades que en amor! (comedia, 1625)
- Corona trágica (poesía, 1627)
- La moza de cántaro (comedia, h. 1627)
- Soliloquios amorosos (prosas y versos, 1629)
- Laurel de Apolo (poesías, 1630)
- El castigo sin venganza (comedia, 1631)
- La noche de San Juan (comedia, 1631)
- La Dorotea (acción en prosa, 1632)
- Amarilis (égloga, 1633)
- Rimas humanas y divinas del licenciado Tomé de Burguillos (poesía, 1634)
- Filis (égloga, 1635)
- La gatomaquia (epopeya burlesca, 1634)
- Las bizarrías de Belisa (comedia, 1634)
- La Vega del Parnaso (obras póstumas 1635)
Levrlennadurezh
Diwar-benn Lope de Vega
- HUERTA CALVO, Javier (2003). Historia del Teatro Español. Madrid: Editorial Gredos.
- PEDRAZA JIMÉNEZ, Felipe B. (1990). Perfil biográfico. Barcelona: Editorial Teide. Pp. 3-23.
- Castro, Américo, y Rennert, Hugo A. (1968). Vida de Lope de Vega: (1562-1635). Salamanca: Fernando Lázaro Carreter ed.
- Enciclopedia metódica Larousse. (1983). Tercer tomo. "Lengua y literatura, Historia de las literaturas". Ciudad de México: Ediciones Larousse. ISBN 968-6042-14-8. Pp.99-100.
- José Fernández MONTESINOS: Estudios sobre Lope de Vega. Salamanca: Anaya, 1967.
- Felipe B. PEDRAZA JIMÉNEZ: El universo poético de Lope de Vega. Madrid: Laberinto, 2004.
- Juan Manuel ROZAS: Estudios sobre Lope de Vega. Madrid: Cátedra, 1990.
Oberennoù Lope de Vega a gaver da brenañ
- VEGA, Lope de. Historias de Lope de Vega. Colección "Biblioteca Araluce". Morales, María Luz, adaptación. Madrid: Editorial Anaya. ISBN 84-207-8289-0 e ISBN 978-84-207-8289-8.
- VEGA, Lope de. Colección de las obras sueltas assi en prosa como en verso de Frey Lope Felix de Vega Carpio. Segunda edición. Madrid: Arco Libros, S.L. ISBN 84-7635-062-7 e ISBN 978-84-7635-062-1.
- VEGA, Lope de. Obras escogidas. Madrid: Editorial Aguilar. ISBN 84-03-00990-9 e ISBN 978-84-03-00990-5.
- VEGA, Lope de. Cancionero musical de Lope de Vega. Colección "Cancioneros musicales de poetas españoles del Siglo de Oro, 2-4". Madrid: Consejo Superior de Investigaciones Científicas. ISBN 84-00-06207-8 e ISBN 978-84-00-06207-1.
- VEGA, Lope de. Epistolario. Madrid: Real Academia Española. ISBN 84-600-7292-4 e ISBN 978-84-600-7292-8.
- VEGA, Lope de. Antología poética. Barcelona: Ediciones Orbis. ISBN 84-402-1624-6 e ISBN 978-84-402-1624-3.
- VEGA, Lope de. Lírica. Colección "Clásicos Castalia". Tercera edición. Madrid: Editorial Castalia. ISBN 84-7039-318-9 e ISBN 978-84-7039-318-1.
- LOPE DE VEGA: Obras poéticas. Edición de José Manuel Blecua. Barcelona: Planeta, 1983.
- LOPE DE VEGA: Rimas. Edición de Felipe B. Pedraza Jiménez. Ciudad Real: Universidad de Castilla-La Mancha, 1993.
- LOPE DE VEGA: Rimas humanas y otros versos. Edición de Antonio Carreño. Barcelona: Crítica, 1998.
Liammoù diavaez
Patrom:Wikisource Patrom:Wikiquote
- El perro del hortelano, Lope de Vega en el Centro Virtual Cervantes
- Portal de Lope en la Bib. Virtual Cervantes
- Análisis del Arte nuevo de hacer comedias de Lope de Vega
- Síntesis de Lope de Vega por Robert Lauer
- Atlas histórico-escénico del teatro español de los siglos XVII y XVIII
- El arte nuevo de hacer comedias en este tiempo, de Lope de Vega, artículo de Carmen Ramírez Ruiz
- Biografía de Lope de Vega por Cayetano Alberto de La Barrera
- Obras de Lope de Vega: texto, concordancias y lista de frecuencia