Ellig : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: eu:Klitori |
|||
Linenn 36: | Linenn 36: | ||
== Anavet == |
== Anavet == |
||
Gant Hippokrates e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o [[glizh]], hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. |
Gant [[Hippokrates]] e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o [[glizh]], hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. |
||
Er Grennamzer , hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz. |
Er Grennamzer , hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz. |
||
Stumm eus an 16 Gou 2009 da 16:27
Unan eus ar rannoù a ya d'ober ar c'hourzh eo an ellig. Emañ etre ar muzelloù bras hag a-us d'ar muzelloù bihan .
Kalc'h ar merc'hed
Heñvel eo ellig ar merc'hed ouzh kalc'h ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur vezenn, ur pod-mezenn, un nervenn liammet ouzh an empenn. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.
Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.
Benveg ar blijadur
Eus e flourañ e teu ar brasañ plijadur d'ar merc'hed. Se zo kaoz e vez troc'het digant ar merc'hed e pobloù zo, ma klasker mirout ouzh ar merc'hed da gaout plijadur gant o c'horf.
Hormon ar blijadur
Pa vez flouret an ellig e vez krouet gantañ okitokin, hormon ar blijadur, a c'hallje, hervez oberourien zo, displegañ ez a koshoc'h ar merc'hed eget ar baotred: "yaouankaat" a rafe ar merc'hed dre ma vez graet vad dezhañ .
Gant Hippokrates e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o glizh, hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. Er Grennamzer , hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz.
Er skridoù medisinerezh ec'h anavezer an ellig abaoe ar XVI-vet kantved. Er bloavezh 1559 e voe embannet gant Realdo Colombo (pe Matteo Renaldo Colombo), kelenner surjianerezh eSkol-veur Padova, al levr De re anatomica ma teskrive ennañ lec'h plijadur ar vaouez. Gabriele Falloppio, a gemeras lec'h Realdo Colombo, en deus lavaret ivez bezañ dizoloer kentañ an ellig.
Re vras, re vihan
Lavaret e vez e vez re vras elligoù merc'hed zo a-wechoù. Met ral eo memes tra.
Dielligañ
Troc'hañ an ellig a vez graet e kornioù eus ar bed, e broioù zo eus Afrika dreist-holl, met en Europa ivez gant enbroidi zo. Kondaonet eo an ober-se en anv Gwirioù Mab-Den.
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
- (Saozneg) Clitoris-Film.com
- (Saozneg) The-Clitoris.com
- (Saozneg) Cégep de Baie-Comeau Québec [1]
Levrlennadurezh
- Le clitoris, ce cher inconnu, film savet gant Michèle Dominici, Variety Moszinski ha Stephen Firmin
- Un petit bout de bonheur, Rosemonde Pujol, Editions Jean-Claude Gawsewitch, 2007.