Gabriele Falloppio

Eus Wikipedia
Gabriele Falloppio
Penniliz Sant'Antonio da Padova - Maen-bez Gabriele Falloppio gant Melchiorre Guilandino

Gabriele Falloppio pe Falloppia (Modena, war-dro 1523 - Padova, 9 a viz Here 1562), anavezet ivez evel Fallopius e latin, a oa ur surjian italian.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em zeskiñ e-unan a reas, petra bennak ma heulias kentelioù Realdo Colombo e Skol-veur Padova ha ma voe diskibl da Giovanni Battista Monte e Ferrara.

E 1547 e teuas da vout kelenner e skol louzawouriezh Ferrara, hag e 1548 ec'h asantas kemer kador ar gorfadurezh en Università di Pisa. E 1551 e voe anvet da gelenner korfadurezh ha louzawouriezh e Skol-Veur Padova, ma chomas betek e varv.

E 1561 ec'h embannas e Observationes anatomicae. Skridoù all a voe embannet goude e varv en Opera omnia.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diglok eo ar roll-mañ.

  • De Metallis atque Fossilibus (1557)
  • Observationes anatomicae, Venezia (1561), Köln (1562), Pariz (1562) ; troet en italianeg gant G. Righi ha P. Di Pietro, Modena, 1964
  • Secreti diversi et miracolosi, Venezia, 1563
  • De medicatis aquis atque de fossilibus, Venezia (1569)
  • De morbo gallico, Padova (1563), Venezia (1574)
  • De partibus similaribus humani corporis, Nürnberg (1575)
  • De ulceribus, Venezia (1577)
  • Opera tam practica quam theorica, Venezia (1584), Frankfurt am Main, 1600
  • Opera omnia (1584, 1600, 1606)

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]