Luitgard, rouanez ar Franked : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31: Linenn 31:


== Liammoù diavaez ==
== Liammoù diavaez ==
* {{fr}}[http://www.france-pittoresque.com/reines-france/liutgarde.htm Luitgard en ul lec'hienn c'hallek diwar-benn ar rouanezed gall]

* [http://www.france-pittoresque.com/reines-france/liutgarde.htm Luitgarde d'Alémanie]





Stumm eus an 17 Gou 2008 da 03:11

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Luitgard, pe Luitgard Alemannia, ((776 - 4 a viz Mezheven 800 e Teurgn) a oa pempvet ha diwezhañ gwreg Karl Veur.

Merc'h e oa d'ur c'hont alemann, Luitfrid II Sundgau, ha da Hiltrud Wormsgau[1]. Eurediñ a reas war-dro 794 hag anvet e voe da rouanez ar Franked. N'eo ket gwall vrudet, ha nemet gwall nebeud a dra ne ouzer diwarni: ur vaouez sioul ha fur, war-lerc'h ar rouanez en he raok Fastrade.
Meuliñ karantez Luitgard ouzh ar studi a ra Alcuin. Diwar he fenn e skriv:

  • Plijout a ra d'ar rouanez divizout gant an dud desket ha gouiziek  ; goude he fedennoù deol eo pezh a gar ober ar muiañ. Karantezus eo ouzh ar roue, deol, direbech, ha dellezek da vezañ karet gant un hevelep pried .

El lez eo enoret gant bugale an impalaer zoken [2]. Chaseal a rae ivez gant he fried[3].

Bugel ebet n'he doe Luitgarde gant an impalaer ha n'ouzer ket petra zo kiriek d'he marv.

Notennoù

  1. Dictionnaire des reines de France, par Christian Bouyer, p.94
  2. Les reines de France - Page 149, de Adélaïde Celliez - Queens, France
  3. Dictionnaire des reines de France, par Christian Bouyer, p.94

Liammoù diavaez