Gregor Teurgn : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: la:Sanctus Gregorius Turonensis |
D Gregor a Deurgn adkaset da Gregor Teurgn |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 3 Kzu 2007 da 02:31
Gregor a Deurgn a zo bet ganet e 538 e Clermont (Clermont-Ferrand hiziv) en ur familh eus an noblañs arvernat. Mervel a reas e 594 e Teurgn e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e c'houel d'ar 17 a viz Du.
Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperik ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet en Andelot etre Hilberzh II, roue Bro-C'hall ha Gontran, roue Burgondia (587).
Kronikour
Evel kronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn.
Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ.
Rebechet ez eus bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha neuze barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh, da lavarout eo kavout si enne dalc'hmat.