Luisa Carlotta an Div Sikilia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: a [ → a [ (3) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
[[Image:López Portaña, Vicente - Princess Luisa Carlota de Borbón-Dos Sicilias - Google Art Project.jpg|thumb|Luisa Carlota]]
[[Image:López Portaña, Vicente - Princess Luisa Carlota de Borbón-Dos Sicilias - Google Art Project.jpg|thumb|Luisa Carlota]]
'''Luisa de Borbone-Sicilia''', pe '''Luisa Carlotta Maria Isabella di Borbone''' en italianeg, pe ''Luisa Carlota de Borbón-Dos Sicilias y Borbón'' e spagnoleg, ganet e 1804 e [[Portici]], e [[Rouantelezh an Div Sikilia]], ha marvet e [[Madrid]] e 1844, a oa ur briñsez italian, deuet da vout [[infantez]] Spagn.

==He buhez==
==He buhez==
Linenn 10: Linenn 10:
*en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.
*en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.

Ur vaouez a benn e oa, un itrikerez touet, hag un den a bouez bras el lez. Pa varvas trede pried ar roue [[Fernando VII]], he breur-kaer, bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat [[roue Spagn]] da addimeziñ d'he c'hoar yaouank [[Maria Christina an Div Sikilia]], a deuas da vout pevare pried ar roue [[intañv]].

Dipitet bras neuze e voe Carlos, breur ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn ha diouzh hini e bried portugalat.
Dipitet bras neuze e voe Carlos, breur ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn ha diouzh hini e bried portugalat.
Linenn 32: Linenn 32:
**dimezet da [[José María Osorio de Moscoso y Carvajal]], [[Dug Sessa]], ha bugale dezho.
**dimezet da [[José María Osorio de Moscoso y Carvajal]], [[Dug Sessa]], ha bugale dezho.
*'''Eduardo Felipe de Borbón''' ([[1826]]–[[1830]]), infant Spagn, marvet da bevar bloaz.
*'''Eduardo Felipe de Borbón''' ([[1826]]–[[1830]]), infant Spagn, marvet da bevar bloaz.
*'''[[Josefina Fernanda de Borbón]]''' ([[1827]]–[[1900]]), infantez Spagn ken na zimezas en voranatek da [[José Güell y Renté]], ha bugale dezho.
*'''[[Josefina Fernanda de Borbón]]''' ([[1827]]–[[1900]]), infantez Spagn ken na zimezas en voranatek da [[José Güell y Renté]], ha bugale dezho.
*'''María Teresa de Borbón''' ([[1828]]–[[1829]]), infantez Spagn, marvet da ur bloaz
*'''María Teresa de Borbón''' ([[1828]]–[[1829]]), infantez Spagn, marvet da ur bloaz
*'''[[Fernando María de Borbón y Borbón-Dos Sicilias|Fernando María de Borbón]]''' ([[1832]]–[[1854]]), infant Spagn,
*'''[[Fernando María de Borbón y Borbón-Dos Sicilias|Fernando María de Borbón]]''' ([[1832]]–[[1854]]), infant Spagn,
*'''[[María Cristina de Borbón y Borbón|María Cristina de Borbón]]''' ([[1833]]–[[1902]]), infantez Spagn,
*'''[[María Cristina de Borbón y Borbón|María Cristina de Borbón]]''' ([[1833]]–[[1902]]), infantez Spagn,
**dimezet d'an infant [[Sebastián Gabriel de Borbón]]. Pemp bugel he doe, nemet hini ebet ne voe infant Spagn.
**dimezet d'an infant [[Sebastián Gabriel de Borbón]]. Pemp bugel he doe, nemet hini ebet ne voe infant Spagn.
*'''[[Amalia de Borbón|Amalia Filipina de Borbón]]''' ([[1834]]–[[1905]]), infantez Spagn,
*'''[[Amalia de Borbón|Amalia Filipina de Borbón]]''' ([[1834]]–[[1905]]), infantez Spagn,
** dimezet d'ar priñs [[Adalbert Bavaria]].
** dimezet d'ar priñs [[Adalbert Bavaria]].

Stumm eus an 15 C'hwe 2022 da 10:04

Luisa Carlota

Luisa de Borbone-Sicilia, pe Luisa Carlotta Maria Isabella di Borbone en italianeg, pe Luisa Carlota de Borbón-Dos Sicilias y Borbón e spagnoleg, ganet e 1804 e Portici, e Rouantelezh an Div Sikilia, ha marvet e Madrid e 1844, a oa ur briñsez italian, deuet da vout infantez Spagn.

He buhez

Merc'h e oa da Francesco Iañ, roue an Div Sikilia, ha d'e bried María Isabel Spagn. C'hoar e oa da Fernando II an Div Sikilia, a renas war-lerc'h o zad, ha da Maria Christina an Div Sikilia (1806–1878). Da gentañ e oa priñsez a Naplez ha priñsez a Sikilia. Hogen, pa voe unvanet Rouantelezh Naplez ha hini Sikilia, d'an 18 a viz Kerzu 1816, eo e teuas da vout priñsez roueel an Div Sikilia.

Spagn

Dimezet e voe e 1819, da 15 vloaz, d'an infant Francisco de Paula Spagn (1794-1865), kont Cadiz, breur d'he mamm ha d'ar roue Fernando VII, ha da Carlos de Borbón (1788-1855), Kont Molina. Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel:

  • en un tu ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, en sell da vezañ roue war-lerc'h e vreur divugel,
  • en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.

Ur vaouez a benn e oa, un itrikerez touet, hag un den a bouez bras el lez. Pa varvas trede pried ar roue Fernando VII, he breur-kaer, bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat roue Spagn da addimeziñ d'he c'hoar yaouank Maria Christina an Div Sikilia, a deuas da vout pevare pried ar roue intañv.

Dipitet bras neuze e voe Carlos, breur ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn ha diouzh hini e bried portugalat.

Rak div verc'h o doe ar rouaned, ha bec'h a voe diwezhatoc'h, ha brezel abalamour da se. Evel-se bepred eo e teuas Luisa da vezañ c'hoar-gaer d'he c'hoar, ha moereb da rouanez Spagn, Isabel II, an hini a renas war-lerc'h Fernando VII, e-lec'h Carlos a chomas e fri war ar gloued. Ouzhpenn-se e timezas he mab Francisco de Asís de Borbón da Isabel II. A-hend-all e oa mamm da Enrique de Borbón, a voe lazhet en un duvell gant Antoine d'Orléans, a oa kenderv da Luisa.

Liammet e oa gant frankizourien Spagn, a-enep kostezenn an infant Carlos hag e bried portugalat, an infantez Maria Francisca.

He bugale

Infant Francisco de Paula hag e bried Luisa Carlotta an Div Sikilia.

E 1819, d'he 14 vloaz, e timezas Luisa Carlotta d'hec'h eontr, an infant Francisco de Paula de Borbón. Unnek bugel o doe:

Ur perzh a-bouez bras he doe d'ar mare ma edo ar roue Fernando VII war e dremenvan en 1832. Gouvezet he devoa e oa bet torret dre guzh, gant ar roue, ar Pragmática a oa bet savet da vont a-enep al lezenn salek a denne pep gwir digant ar priñsezed, ha dre-se digant e verc'hed a oa kenitervezed da Luisa Carlotta, evit lakaat an infant Carlos Maria Isidro da bennhêr, setu Luisa Carlotta da c'hervel ar ministr Tadeo Calomarde, abalamour dezhañ da ziskouez ar skrid orin a destenie kement-se. Pa welas ar baperenn e krogas enni, en drailhas, hag en taolas en tan. O welout e klaske ar ministr adtapout an dihell, e roas an Infantez div skouarnad dezhañ hag a zo chomet en istor. Ma lavaras ar ministr, kourtes : -"Señora, manos blancas no ofenden" (Itron, daouarn gwenn ne reont droug").

Goude-se, pareet ar roue, e roas d'e bried kement galloud a oa, ha diwezhatoc'h e teuas da vout rejantez ar rouantelezh. An Infantez e-keit-se a voe bras he levezon war ar roue hag he c'hoar, ar rouanez.

Goude he marv

En 1851 ec'h addimezas da Teresa Arredondo, Dugez San Ricardo, hag ur mab o doe: